한국   대만   중국   일본 
Gogol - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Gogol

Eus Wikipedia
Pledin a ra ar pennad man gant an niver bras. Evit ar skrivagner rusian, sellet ouzh ar pennad Nikolaz Vasilievitch Gogol .

Ar gogol eo an niver 10 100 a vez skrivet c'hoazh gant ar sifr 1 heuliet gant 100 zero .

Savet e oa bet furm saoznek an anv-se ( googol ) e 1938 gant ur paotr 9 bloaz, Milton Sirotta, diwar c'houlenn e eontr, ar matematikour amerikan Edward Kasner . Degaset e voe an niver-man gant Kasner en e levr Mathematics and the Imagination .

Diwar an anv-se eo deveret anv ar c'hevredad google dre ma voe merket spered e ziazezerien gantan. Dave : istor ar c'hevredad Google (e saozneg).

Tost kevatal eo ar gogol da faktorel 70 (70!), ha 2 ha 5 eo e faktoriou primel nemeto. 333 bit a vefe ezhomm evit skrivan anezhan ent binarel .

N'eus talvoudegezh ispisial ebet d'ar gogol e matemetik , ha n'eus implij pleustrek ebet anezhan kennebeut. Krouet e voe gant Kasner evit rein ur skeudenn eus ar c'hemm a zo etre an niver bras diempentus hag an anfin , hag er c'henver-se e vez graet gantan a-wezhiou er c'helenn matematik.

Skrivadou ar gogol [ kemman | kemman ar vammenn ]

skrivad skiantel [ kemman | kemman ar vammenn ]

1 gogol = 1 × 10 100

skrivad degel [ kemman | kemman ar vammenn ]

1 gogol = 10 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000

skrivad binarel [ kemman | kemman ar vammenn ]

1 gogol = 10010 01001001 10101101 00100101 10010100 11000011 01111100 11101011 00001011 00100111 10000100 11000100 11001110 00001011 11110011 10001010 11001110 01000000 10001110 00100001 00011010 01111100 10101010 10110010 01000011 00001000 10101000 00101110 10001111 00010000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000

Ar gogol o vont war vihanaat [ kemman | kemman ar vammenn ]

D'ar c'houlz ma voe roet e anv dezhan, e 1938, e oa bras-kenan ar gogol, hag eus sellboent ar fizik ne glotje ket ur gogol eus forzh petra gant an hollved anavezet. Koulskoude eo deuet an niverou a-vent gant ar gogol da vezan stank gant krouidigezh an urzhiatareziou herrek hag an algoritmou herrek. Da skouer e c'heller breman digompozan niverou dezho 100 sifr en ul liesad faktoriou primel.

Un tammig bihanoc'h eget ar gogol eo an niver brasan a c'hell bezan diskwelet gant ar jedereziou chakod ordinal, ar re skiantel eus ar seurt a vez implijet er skolajou : 9.999999999 E+99 pe c'hoazh 9,999999999 × 10 99 , pe 0,9999999999 gogol. Hag un nebeud jedereziou zoken a c'hell diskwel eksponantou brasoc'h eget 99.

A bep seurt [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Brasoc'h eo ar gogol eget an niver a bartikulennou en hollved anavezet (etre 10 72 ha 10 87 hervez ar braskontou diseurt).
  • Ur gogol bihan zo 2 100 ~= 1,267 × 10 30 hag ur gogolpleks bihan zo 2^(2^100) ~= 10^(3,8 × 10^29).
  • Anvet e voe al lusker enklask Google diwar an niver-man. En abeg d'ur fazi reizhskrivadur e voe graet 'Google' anezhan e-lec'h 'Googol' (anv saoznek ar gogol). Evel ma c'hoarvez alies eo aet ar fazi da reolenn ha kalz a dud a skriv Google hiziv an deiz evit an niver.

Gogolpleks [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar gogolpleks eo 10 gogol . E skrivad degel a vije skrivet gant un 1 heuliet gant ur gogol a zeroiou.

Dre m'eo kevatal e niver a sifrou da (gogol + 1) ne vije ket posupl skrivan anezhan ha pa yaje an holl vateri a zo en hollved anavezet d'ober paper ha liv.

Levlennadurezh [ kemman | kemman ar vammenn ]