Giacomo Puccini

Eus Wikipedia
Giacomo Puccini

Giacomo Antonio Domenico Michele Secondo Maria Puccini ( 22 a viz Kerzu 1858 - 29 a viz Du 1924 ) a oa ur sonaozour italian . Brudet eo e c'hoariganou dreist holl, en o zouez La Boheme , Tosca ha Madama Butterfly pe c'hoazh Turandot (1924) a vez c'hoariet en un doare boutin c'hoazh.

Buhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Puccini a zo ganet evel Giacomo Antonio Domenico Michele Secondo Maria Puccini e Lucca , Italia e 1858 . Bez e oa unan eus 9 bugel Michele Puccini hag Albina Magi. Ar familh Puccini a oa o vevan e Lucca hag anavezet e oa evel familh sonerien. Un hendad da Puccini anvet Giacomo (1712?1781) a oa bet brudet mat en e vare dija. Heman a oa maestro di cappella en iliz-veur Cattedrale di San Martino e Lucca. E vab Antonio Puccini en devoa kemeret e blas goude-se, ha c'hoazh goude Antonio e oa bet e vab Domenico, goude-se mab Domenico anvet Michele (tad Giacomo Puccini).

Pep hini eus an dud-se a oa bet o studian ar sonerezh e Bologna . Lod anezho o devoa kemeret kenteliou sonerezh e lec'hiou all ouzhpenn-se. Domenico Puccini en devoa studiet gant Giovanni Paisiello . Pep hini en devoa savet sonerezh evit an iliz. Domenico en doa savte ivez meur a operaiou, ha Michele unan. Tad Puccini, Michele, a oa brudet en norzh Italia, un toullad tud a oa bet evit e obidou. Bet e oa bet ar saver toniou brudet er mare-se Giovanni Pacini e penn ar Requiem .

Ar familh Puccini a oa bet maestro di cappella e-pad 124 vloaz (1740?1864) pa oa marvet Michele. Raksonjet e oa bet e vije e vab oc'h adkemer ar garg pa voe kozh a-walc'h. Siwazh evit ar familh pa varvas Michele Puccini died e 1864, e vab Giacomo ne oa nemet 6 vloaz. Evel-just ne c'helle ket adkemer karg an tad. Evel bugel e kemeras perzh memestra e buhez arzel an iliz-veur di San Martino, evel ezel eus al laz-kanan paotr ha goude-se evel eil soner ograou.

Turandot [ kemman | kemman ar vammenn ]

Turandot a voe opera ziwezhan Puccini, diechu e voe. An div lodenn ziwezhan a voe echuet gant Franco Alfano hervez ar paperiou a oa chomet diechu.

Buhez prevez ha dimeziou [ kemman | kemman ar vammenn ]

En diskar-amzer 1884, Puccini a oa kroget da gaout un istor karantez gant ur vaouez dimezet anvet Elvira Gemignani (anvet Bonturi, 1860?1930) e Lucca . Gwaz Elvira, Narciso Gemignani, a oa "merc'hetaer daonet", dre-se dimezin Elvira ne oa ket unan laouen. Elvira a voe dougerezh eus Pucini, ur vab a voe, Antonio (1886?1946), ganet e Monza.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Giacomo Puccini