Gamma (lizherenn)

Eus Wikipedia
Lizherenneg
c’hresianek
Α α Β β ?
Γ γ Δ δ
Ε ε ? Ζ ζ
Η η Θ θ ?
Ι ι Κ κ ?
Λ λ Μ μ
Ν ν Ξ ξ
Ο ο Π π ?
Ρ ρ ? Σ σ ?
Τ τ Υ υ
Φ φ ? Χ χ
Ψ ψ Ω ω
Lizherennou
diamzeret
? ? ? ?
? ? ? ?
? ? ? ?
? ?

Trede lizherenn al lizherenneg c’hresianek eo gamma γ?μμα (Γ, γ) hag a dalvez 3 hervez ar reizhiad niverennin c'hresianek.

Distaget e vez [g] e gresianeg klasel ha [γ] pe [?] dirak [i] pe [ε] e gresianeg a-vreman .

Diorroet e oa bet diwar patrom al lizherenn fenisek gimel Aleph. War-lerc'h e oa bet diorroet ivez al lizherenn girillek Г ([g]) diwar al lizherenn c'hresianek-man d'he zro.

Implijou all [ kemman | kemman ar vammenn ]

Alies ez implijer Γ , γ da arouezian un argemmenn er skiantou ( fizik ha matematik dreist-holl).
Steriou arbennik zo d'al lizherenn war lod tachennou-labour.

m'eman V out krenvder pep pik liv a weler, A un arstalenn ha V in krenvder pep pik evel ma teu er-maez eus an ardivink video.

Pennlizherenn [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gant ar bennlizherenn Γ ez arouezier :

  • Ar gevreizhenn Gamma e matematik.
  • An dasparzh Gamma er feurjedin hag er jedin tebegennou.
  • Arouez Christoffel en arlakadurezh Relativelezh hollek Albert Einstein .
  • Feur an disvannadur en ijinerezh an tredan .
  • Ledander ul linenn e skalfad tredanwarellek un atom , a zo liammet gant gremm e dolz.

Stumm bihan [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gant al lizherenn vihan γ ez arouezier :

  • Arstalenn Euler-Mascheroni e matematik.
  • Muzul arvar ar meran e matematik ar c'hellid.
  • Ar foton , a zo ur rannig-diazez e fizik.
  • Ar skinou Gamma er fizik hag er steredoniezh .
  • Parenn Lorentz er relativelezh hollek hag er steredoniezh.
  • Feuriader disgwrezel ( i. e. adiabatek) ur gaz e fizik ; Al lizherenn κ kappa (lizherenn) a vez arveret ivez.
  • Arstalenn treled ur wagenn dredanwarellek en ijinerezh an tredan hag en dredanwarellouriezh.
  • An trede steredenn skedusan en ur steredeg.

Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]


Porched ar yezhou hag ar skrituriou
Adkavit pennadou Wikipedia a denn d'ar yezhou.