한국   대만   중국   일본 
Galv an 18 a viz Mezheven - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Galv an 18 a viz Mezheven

Eus Wikipedia
An abdadenn radio ne voe ket enrollet ha ne voe poltred ebet. Ne chom nemet ar skrid, aman e stumm ur blakenn goun

Galv an 18 a viz Mezheven pe Galv an 18 a viz Mezheven 1940 a oa bet kentan prezegenn ar jeneral de Gaulle war radio BBC Londrez d'an 18 a viz Even 1940 . Ar galv-se a oa unan evit broudan poblans Bro-C'hall da genderc'hel ar stourm a-enep an Trede Reich . D'ar 24 a viz Mezheven e voe lakaet ar galv da vezan klevet e brezhoneg war ar BBC, lennet gant Jarl-Vari Guillois en doa echuet e lennadenn gant ar frazenn "Me zo Koko eus Porzh-Gwenn".

Galv an 18 a viz Mezheven gant ar Jeneral De Gaulle - a tous les Francais

Ne oa ket bet klevet gant kalz a dud an abadenn wir, met brud a voe roet dezhi dre ma voe adkemeret er c'hazetennou gall ha gant radioiou estren. Talvoudegezh zo gant ar pennad-kaoz hiziv dre ma verkas penn kentan ar Rezistans gall.

Ar stumm da glevet eus ar pennad-kaoz hag a c'haller klevet c'hoazh hiziv-an-deiz eo hini galv an 22 a viz Mezheven 1940 , dre ma voe kollet enrolladenn an abadenn gentan.