한국   대만   중국   일본 
Friedrich Samisch - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Friedrich Samisch

Eus Wikipedia

Friedrich ( Fritz ) Samisch a zo bet ganet d'an 20 a viz Gwenholon 1896 e Berlin - Charlottenburg ( Alamagn ) ha marvet d'an 16 a viz Eost 1975 e Berlin - Wannsee ( Alamagn ) .

Mestrc'hoarier echedou alaman .

Kemer a reas an deirvet plas e tournamant Baden-Baden (1925), goude Aleksandr Alekhin hag Akiba Rubinstein , met dirak Efim Bogoljubov , Frank Marshall , Savielly Tartakower , Abram Rabinovitch , Ernst Grunfeld hag Aaron Nimzowitsch . Kentan e voe e Vienna (1921), Dortmund ha Brno (1928), a-gevred gant Richard Reti ar wezh-man. Eilvet e voe e Berlin (1927) hag adarre e Berlin e 1928, a-gevred gant Efim Bogoljubov hag Aaron Nimzowitsch .

Liamm diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]