한국   대만   중국   일본 
Freya - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Freya

Eus Wikipedia
Freyja o vleinan he c'harr sachet gant he c'hizhier (gant Nils Blommer, 1852)

Freya , Freia pe Freyja ("an itron" e norseg ) eo anv doueez vanir ar vuhez hag an eured er wengelouriezh lec'hlennat . An eil doueez eo er panteon goude Frigg ; alies e vez droukvesket an div hiziv an deiz. Damhenvel eo-hi ouzh Venus , doueez ar romaned, hag Afrodite eus an Olympos .

An anv [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gant ar skalded (barzhed Lec'hlenn ) e veze taolennet an doueez gant meur a gKenningar (lesanviou). En o zouesk: Mardoll , Menglada , Horn , Gefn , Syr ha Vanadis . He moranv Gefn a laka war wel ul liamm gant an doueez Gefjon . Hogen dishenvel eo-hi diouzh an doueez Frija (henalamaneg Friia , Frea ) a zo an aes Frigg .

Freya gant James Doyle Penrose (1862?1932)

Freya zo unan eus ar Vanir , unan eus an div ouenn doueed er wengelouriezh lec'hlennat . He breur eo Frey, he zad Njord, doue ar mor, he mamm Skadi, plac'h Thiazi ar ramz. He gwaz eo Oðr ha gantan he devoe div verc'h, Hnoss ha Gersimi (anviou hag a dalvez o-daou kement ha "tenzor"). Freya a vez taolennet evel "an hini brudetan e-touesk ar doueezed" (Gylfaginning, Chab. 23).