한국   대만   중국   일본 
Francesco Farnese - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Francesco Farnese

Eus Wikipedia
Francesco Farnese e lifre Mestr-Meur ar Sacro Militare Ordine Costantiniano di S. Giorgio .

Francesco Farnese ( Parma , 1678 ? Piacenza , 1727), a voe seizhvet dug Parma , war-lerc'h e dad Ranuccio II Farnese adalek 1694. Ur politikour ampart e voe, hag un ober a bouez en doe en Europa e amzer.

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mab e oa da Ranuccio II Farnese (1630 ? 1694) ha da Maria d'Este . Dug Parma ha Pacienza e voe goude marv e dad, e miz Kerzu 1694, pa ne oa nemet 16 vloaz. Abaf ha gak e oa, hogen lemm e spered ha politikour ampart.

E 1693 e varvas e vreur henan Odoardo II Farnese hag a oa da ren war-lerc'h o zad. Neuze e ouias e rankje ober war-dro an dugelezh. Ha bloaz goude, e 1694, e varvas an dug kozh. Ha setu Francesco lakaet da zug.

Bloaz goude, e miz Kerzu 1695, e timezas da Dorothea Sophie von der Pfalz , pe Dorothea Sophie von Neuburg (1670-1748), intanvez e vreur henan, Odoardo II Farnese ( Colorno , 1666-1693), da virout outi a gaout hec'h argourou en-dro. Eizh vloazh koshoc'h egetan e oa-hi. Bugel ebet n'o doe.

Fall e oa an traou gant arc'hant ar stad abalamour da heuliadou feuriou-emglev Torino ha Vigevano , e 1696 , rak ret e oa derc'hel armeou alaman e krenvlec'hiou ar vro. Ken fall e oa yalc'h an dugelezh ma tivizas krennan war an dispignou: kaset e voe kuit an darn vrasan eus ar servijourien, sonerien, furlukined, korred, hag echuet e voe gant an abadennou, festou ha banveziou a oa niverus el lez en amzer e dad Ranuccio II.

Dorothea Sophie von der Pfalz , poltredet gant Giovanni Maria delle Piane Stadtmuseum , Dusseldorf

.

Brezel Herezh Spagn [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mervel a reas roue Spagn , Carlos II , en 1700 , hag en divugel. Bec'h a savas diwar-ben piv a renje en e c'houde. Emgannou a voe en Italia etre an div gostezenn. Dont a reas Francesco a-benn da virout ouzh an armeou estren da zont en e zugelezh, a oa dindan ar pab.


War e lerc'h [ kemman | kemman ar vammenn ]

E vreur Antonio Farnese a renas war e lerc'h a voe divugel ivez. Hag echuet e voe gant an Tiegezh Farnese e dugelezh Modena . E 1731 e voe roet ar gurunenn d'un niz dezho, mab henan rouanez Spagn, Don Carlos.

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Giovanni Drei, I Farnese grandezza e decadenza di una dinastia italiana , La Libreria dello Stato, Roma , 1954.
  • Emilio Nasalli Rocca, I Farnese . De l'Oglio, 1969.