한국   대만   중국   일본 
Fransez Jaffrennou - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Fransez Jaffrennou

Eus Wikipedia
Fransez Jaffrennou
Frañsez Jaffrennou
Fransez Jaffrennou, e Kendalc'h keltiek
Caernarfon e 1904
Anv ofisiel Francois Joseph Claude Jaffrennou
Anv pluenn Taldir
Julien Carentoir
Fanch
Ar Furcher
Gwilherm
Herninn
Jean du Tacotac
Teod Lem
Wel Skler
Obererezh Barzh, kazetenner, saver pezhiou-c'hoari
Ganedigezh 15  a viz  Meurzh   1879
Karnoed , Kernev Kernev ,
Breizh
Marv 23  a viz  Meurzh   1956
Brageirac, Banniel Okitania Okitania
Yezh skrivan Brezhoneg
Galleg
Luskad lennegel Emsav kentan, Goursez Vreizh
Enoriou Ofiser ar palmez akademek (1931), Marc'heg al Lejion a Enor (1938)
Oberennou pennan
An Hirvoudou
An Delenn Dir
Prosper Proux, studiadenn war e vuhez, e lizerou, e varzoniez (tezenn)
Barzaz Taldir ab Herninn
Ur wech e oa... ur c'hrennard, un deskard, ur soudard
Traou ouzhpenn
Difennet chom e Breizh outan adalek 1946

Fransez Jaffrennou a oa un embanner , ur marc'hadour, ur c'hazetenner hag ur skrivagner brezhonek , ganet e Karnoed d'ar 15 a viz Meurzh 1879 ha marvet d'ar 26 a viz Meurzh 1956 e Brageirac [1] (departamant an Dordogne , en Okitania ). Goude bezan bet kentan diskibl kenteliou brezhonek Fransez Vallee ha troour kan broadel Breizh ? Bro gozh ma zadou ? e kemeras ur perzh bras e-barzh an Emsav kentan p'en deus bet unan eus diazezerien Kevredigez Broadel Breiz hag ivez pennadurezh pennan Goursez Vreizh , ma zo bet lakaet da zrouiz ennan er vodadeg kentan. Dibab a reas Taldir ab Herninn evel anv-drouiz ha Taldir da anv-pluenn ha reou all.

Buhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mab e oa da Glaoda Jaffrennou, bet noter e Karnoed ha da Anna Roparzh , houman barzhez ha saverez-ganaouennou e brezhoneg, eus Bolazeg . Tad e voe d'ar soner Gweltaz Jaffrennou . Goude e studi e skolaj Itron-Varia Wengamp ez eas da hini Sant-Charlez e Sant-Brieg . Eno e c'houlennas ma voe roet kenteliou brezhonek hag diouzh-se e tarempredas gant Fransez Vallee , a voe anvet da gelenner war ar brezhoneg.
E Roazhon e tapas e aotreegezh war ar gwir, evel e dad, dre heulian kenteliou brezhoneg Joseph Loth , asambles gant Per ar Rouz . Tremen a reas un doktorelezh lennegezh diwar-benn ar barzh ha kaner Prosper Proux . Bet eo Taldir-Jaffrennou an den kentan o skrivan un dezenn skol-veur e brezhoneg. Gant Vallee en doe heuliet kenteliou kembraek ken e voe gouest trein kan broadel Bro-Gembre , Hen Wlad fy Nhadau .
Goude embannedennou teskadou barzhonegou brezhonek (1899, 1900, 1902…), e voe merzet e voe e varregezhiou lennegel, rak e veze gwelet evel modern.
E brezhoneg e tesavas e vugale, ar pezh a oa dibaot-kaer a-berzh ur bourc'hiz  ; an hini nemetan e ker Garaez e voe oc'h ober kement-se. Prenan a reas un ti-moullerezh evit gallout sevel kazetennou kenwerzhel ha skignan e vennozhiou rannvroelour ha diorren ar wask brezhonek. E 1904 ec'h embannas ur gelaouenn viziek e brezhoneg anvet Ar Vro , hag ur gazetenn sizhuniek brezhonek-gallek anvet Ar Bobl , an daou skignet er Poc'her .
Emezelan a reas er vuhez bolitikel, koulz en e vro pa voe cheu etre e gostez rannvroelour ha kristen hag hini ar radikaled-sokialourien a voe e penn ar Poc'her hag e Breizh a-bezh ha pelloc'h. Kemer a reas perzh en daou aozadur nevez, ar Gevredigez Broadel Breiz (Union Regionaliste Bretonne) e 1898 hag Unvaniez Arvor (Federation regionaliste bretonne) e 1911. O vezan ma oa unan eus an drouized bennan, a-raok ma vo Drouiz-Meur e 1933, e e tapas ul levezon bras war al luskad rannvroelour ao ennan kalz a embregerien vihan eveltan.
A-ratozh-kaer en em vode an Drouized pep bloaz e-doug goueliou keltiek a veze aozet ganto asambles gant o mignoned lec'hel ha pennadurezhiou ar pastell-vro. Un den o tarempredin meur a uhelad e voe F. Jaffrennou ha gouest da vezan degemeret mat gant ar pennadurezhiou. Div wezh e tapas arouezennou enor roet d'an dud ur spered republikan asur ganto.

Ne c'hellas mui kendalc'h gant an embann goude ar Brezel-bed kentan ha, goude bezan bet gwerzhet ar voullerezh e chanchas e vicher da hini marc'hadour gwin, sistr ha alkohol.
Adkregin a reas gant an embann kazetennou e 1921 , pa kavas un den prest da fizian dezhan ur gelaouenn pa glask heman sevel un emglev armerzhel, Kevre Breiz (Le Consortium breton) evit bodan embregerezhiou Breizhen ur rouedad klozarmerzhez.

Obererezh politikel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Er bloaz 1900 e savas strollad ar "Studieren Vreton" gant Leon ar Berr a chomas ur c'heneil feal, koulz evel kazetenner hag evel drouiz. E 1899 e kemeras perzh er bodadeg a diazezzas Kevredigez Broadel Breiz, kentan aozadur a zo bet krouet gant an emsaverien e Breizh. Bloaz goude e voe anvet da zrouiz asambles gant Yann ar Fustek ha Erwan Bertou e-doug kentan bodadeg ar Goursez e 1900.
Er bloaz 1903 en doa tapet lakaat anaout " Bro Goz ma Zadou " da "gan broadel" e kendalc'h Kevredigez Vroadel Breiz.
Evitan da vezan ur barzh hag istimet mat e klaske tolpan ar varzhed vrezhonek ken e teufent da vezan embannerien spered kelt Breizh diwar patrom luskad ar varzhed kembraek a ambroug buhez sevenadurel o bro. Ar "varzhelezh" e rae eus al luskad kelt hag e sonje-en, asambles gant izili Skolaj ar Varzhed (un eil anv a veze implijet gantan evit Goursez Vreizh), e c'hellfe krenvaet saviad ar Broiou kelt (Breizh, Kembre, Kernow, Man ha Skos) ma vije staliet liammou strizh etrezo e framm an Hollgeltiegezh pe Geltiegezh.
Klask a reas lakaat da ziwanan un "dispac'h sevenadurel" hep ma vefe disrannet Breizh diouzh Bro-C'hall. Darempredin a reas tud ar vegenn evit o c'hendrec'hin e oa un dra vat kelenn ar brezhoneg e Breizh-Izel ha broudan ur santad brezhon e Breizh a-bezh.

Er par denel n'eman ket ar voul ganeomp tamm ebet. En degouezhiou-man, gant ma ya ar Spered da vezan trec'h war an Danvez e ya d'an Emsav sezizan an uhelidi. Ma teu Moloch da ren a-raok ma c'hellimp framman ac'hanomp war savlec'hiou deskadurel ez aimp da goll. Hag ur brezegenn c'houllo a vo ac'hanomp !

Testenn c'hallek orin gant Ronan Caerleon, Complots pour une republique bretonne , La Table ronde, 1968, p. 111.

E 1911, goude kendalc'h Kevredigez Vroadel Breiz ma tarzhas diemgleviou etre kostezenn an dudjentil rouelour hag hini an izili gant ur spered kristen ha sokial digoroc'h e tibabas mont gant ar re a oa liammet ouzh ar vourc'hielezh vihan a veze o tiorren, a-feur ma kreske an deskadurezh [2] . Darn eus ar "Varzhed" a yeas da sevel un aozadur nevez, Unvaniez Arvor (Federation regionaliste de Bretagne) ha Poellgor ar Goursez a oa hogos kuzul-ren an UA. Hervez Michel Nicolas, pennrener gwir an aozadur (kadoriet gant an Varzh Jos Parker ) e oa Jean Choleau , nann-brezhoneger, met barrek war an armerzh. Lezet e veze Taldir hag e genseurted da ren war an temou lennegel ha yezhel, rak kevrennou arbennik a voe evel e KBB hag er c'hevarzheou gouiziek.
Da-genver kendalc'h Unvaniez Arvor e Douarnenez e miz Eost 1912 e voe savet abadennou a bep seurt (ha prezegennou.kanaouennou, dansou, sonerezh, gouren) gant skoazell an ti-ker. Bodadeg ha lid a veze graet ar Goursez digor anezhi a voe dalc'het er mare-se ivez. Kenstrollan abadennou a bep seurt, breizhek o liviou, a voe barregezh dibar an Drouized. Unan eus ar goueliou keltiek -se gant 150 kouviad o tont eus ar Rouantelezh-Unanet a voe aozet gant Taldir hag ranvroelourien lec'hel evel Per Mokaer a voe arc'hantaouet gant ker Vrest e 1908. En degouezh-se e kanas laz-kanan bugale Karaez ar Vro gozh mz zadou war kae ar porzh-houarn .

Etre an daou vrezel-bed e stourmas F. Jaffrennou evit ar brezhoneg hag e klaskas broudan ar Vretoned da chom stag ouzh o gwriziou ha hengouniou. Evel un toullad kefredourien vreton eus Emsav brezhonek ar mare-se, levezonet gant emsav Kembre , e oa ezel Taldir eus Goursez Breizh , a glaskas kas war-raok.

D'ar 1an a viz Kerzu 1940 e sinas, a-gevret gant Markiz an Estourbeillon ha Roparz Hemon , ur reketig titlet Placet au Marechal Petain, Chef de l’Etat Francais evit ma vije kelennet ar brezhoneg er skoliou [3] .

Bez Taldir e bered Karaez

E dibenn an Eil Brezel-bed e voe karc'hariet Taldir e toull-bac'h Kemper evel ar pep brasan eus an emsaverien bolitikel ha sevenadurel vreizhat. Tamallet e oa dezhan bezan flatret al levrdier Adolf ar Gwazhiou, ar pezh a nac'has grons. Kondaonet e voe ha harluet da Vro-C'hall, difennet ma voe outan chom da vevan e Breizh. Mervel a reas eno en harlu e Brageirac, Okitania . Skrivet en deus Taldir ur pikol deizlevr brezel, diwar-benn ar Brezel-bed Kentan hag an Eil Brezel-bed . E Levraoueg Vroadel Kembre en Aberystwyth eo miret an darn eus e envorennou a zo chomet diembann.

Oberennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Buez Sant Erwan , Sant-Brieg , moul. Sant Gwilherm, 1896 . C'hoariva.
  • Buez Sant Briek , Sant-Brieg, moul. Sant Gwilherm, 1896 .
  • An Hirvoudou , Sant-Brieg, moul. Prudhomme, 1899 . Barzhonegou.
  • Gwerziou AbHerve ha Taldir, brezouneg ha keumraeg kenver-ouz-kenver , Sant-Brieg, moul. Gwion, 1899 .
  • C'hoari fentus ar bourc'hiz lorc'hus, pe histor plijadurus eun aotrou divrezhounek deut da veza eur Breizad mad (3 arvest) , Montroulez , moul. Hamon, 1899 .
  • An Delen Dir , Sant-Brieg, moul. Prudhomme, 1900 . Barzhonegou.
  • Nigoudenn Berehar mestr-skol (2 arvest) , Montroulez, emb. La Resistance, 1900 .
  • En tu all d'ar maro , Sant-Brieg, moul. Sant Gwilherm, 1900 .
  • Kanaouennou brezhonek , (3 levr), Gwened , moul. Lafolye, 1900 - 1901 .
  • Kanaouennou poblus (war follennou distag) , Karaez , moul. Ar Bobl, 1902 - 1914 .
  • Barzaz Taldir Ab Herninn , Pariz , moul. Champion, 1903 , 1911 , 1923 ha 1934 . Barzhonegou.
  • Pontkallek, pe buez kaer ha maro mad eun dijentil a Vreiz, bet dibennet e Naoned er bloavez 1720 (5 arvest), Brest , moul. Derrien, 1903 .
  • Ar barz hag ar prokulor , (4 arvest), Karaez , moulerezh Ar Bobl , 1904 .
  • Janedig ar plac'h divroet , (2 arvest), Karaez , Ar Bobl, 1904 .
  • Malo Korret an Tour d'Auvergne , (4 arvest), Karaez , Ar Bobl, 1906 .
  • Seiz-ha-seiz-ugent divunaden , Karaez , Ar Bobl, 1908 .
  • Breiziz 1810-1910 , Karaez , moul. Ar Bobl, 1901 .
  • Teatr brezonek poblus , (teskad), Karaez , Ar Bobl, 1911 .
  • La genese d'un mouvement - Ganedigez eun emzao , Karaez , Ar Bobl, 1912 .
  • Prosper Proux, studiadenn war e vuhez, e lizerou, e varzoniez , (tezenn), Karaez , Ar Bobl, 1913 .
  • Giriadur Gallek ha Brezonnek - Le grand dictionnaire francais-breton de poche , Karaez , Ar Bobl, 1914 .
  • Kenteliou labour-douar gant Gwilherm, merour , Karaez , Ar Bobl, 1914 .
  • Histoire anecdotique de Carhaix , (Ancienne Vorganium) en sept veillees, contee par un Genie romain , 1924  ; ademb. Kemper , moul. ATR, 1984 . Istor lec'hel.
  • 20 chansons populaires pour les Ecoles de Bretagne sur les airs du Folklore celtique. Chant Breton et Chant Francais , 1936  ; ademb. Pariz , moul. H Lemoine, 1954 .
  • Kanaouennou evit ar yaouankiz , Gwened , 1942 .
  • Ur wech e oa... Envorennou yaouankiz , Brest, emb. Armorica, 1944 , 218 p. ; ademb. Ur wech e oa... ur c'hrennard, un deskard, ur soudard , Lesneven, emb. Mouladuriou Hor Yezh, 1985 , 288 p. Emvuhezskrid.
  • Trois Orphees aux enfers , asambles gant Ronan Pichery-Abroc'hell hag Auguste Boncors, 1952 .

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Francis Favereau , Jaffrennou-Taldir, erlamet diouzh Lennegezh ar brezhoneg er XXvet kantved , Skol Vreizh, 2002, pp. 53-94
  • Francis Favereau, Kazetennerezh Ar Bobl (1904-1914) , e-barzh Breizh ha poblou Europa ...en enor da Per Denez, Hor Yezh;PUR, 2000, pp. 223-238.
  • Gwenc'hlan Le Scouezec , L'Affaire Taldir: Le Grand Druide etait innocent. ( ISBN 2-9516454-3-1 )
  • Philippe Le Stum, Le Neo-druidisme en Bretagne , Editions Ouest-France, 1998. ( ISBN 2-7373-2281-2 ) . Diwar ar c'hounskrid mestroniezh, Skol-Veur Breizh-Izel, Brest.
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek , Al Liamm, 1992. Pennad : Jaffrennou, Francois Joseph Caude. ( ISBN 2-7368-0034-6 )
  • A la cour de justice: l'epilogue de l'affaire Jaffrennou . In : La voix de l'Ouest , N°129, juin 1945.

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Bergerac hervez ar stumm ofisiel gallek.
  2. Michel Nicolas, Histoire du Mouvement breton, Pariz, Syros, 1982. P. -67.
  3. Gw. Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved , Levrenn gentan , Fransez Favereau, p. 71.