한국   대만   중국   일본 
Fouzhlec'h - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Fouzhlec'h

Eus Wikipedia
fouzhlec'h
Iskevrennad eus commercial building   Kemmañ
Implij Houlierezh   Kemmañ
Arvez gasterezh   Kemmañ
Oberataer brothel owner , madam   Kemmañ
Enebet ouzh street prostitution   Kemmañ
Salons ur fouzhlec'h, gwelet gant Toulouse-Lautrec
Gisti er Shimpuro Brothel e Yokohama
Gweladenn ar mezeg , gant Toulouse-Lautrec
Fouzhlec'h en Alamagn
Soudarded alaman ha gisti en o fouzhlec'h, ur savadur bet mikve Brest , e 1940
Maouez en ur fouzhlec'h alaman

Ur fouzhlec'h zo un ti ma c'haller kaout darempred reizhel gant gisti . Gant ur vaouez a reer houlierez anezhi alies e ve renet, dindan evezh ur gwaz anvet houlier , hag a ren warno dre spont. ( Daveou a vank )

Peurvuian e vez degemeret ar pratikou en ur sal ma vez servijet dezho da evan, da c'hortoz o zro, ma reont anaoudegezh gant ar maouezed. Goude e savont gant an hini zibabet d'ar gambr ma c'hoarvezo an embaran pe c'hoariou all.

Statud [ kemman | kemman ar vammenn ]

E broiou zo int difennet hervez al lezenn, evel e Bro-C'hall abaoe lezenn Marthe Richard an 13 a viz Ebrel 1946 .
Brudet e oa Fernande Grudet, lesanvet Madame Claude (* 1923 ), evel houlierez e Pariz er bloavezhiou 1960 ha 1970 . E 1976 e rankas mont da repuin da Stadou-Unanet Amerika abalamour ma klaske tud an tailhou lakaat o c'hrabanou war he yalc'h.

Kement-se ne vir ket ouzh ar polis da gavout tier kuzh ur wech dre vare, na da warezin lod all a-hervez. ( Daveou a vank )

Lennegezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Un toullad kontadennou gant Maupassant a c'hoarvez en-dro d'ar gisti. Une partie de campagne gant Jean Renoir ( 1936 ) zo ur film tennet eus unan anezho, ma weler merc'hed ur fouzhlec'h o kuitaat ker da vont d'ur gomunion war ar maez.

Liverezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

E Pompei [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dismantrou ur fouzhlec'h dek kambr ennan zo bet kavet e Pompei , ha livaduriou ennan ivez.

Taolennou Toulouse-Lautrec [ kemman | kemman ar vammenn ]

Meur a boltred gisti a zo bet savet gant al livour gall Henri de Toulouse-Lautrec, ha taolennou graet gantan e-barzh fouzhlec'hiou Pariz.

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • (it) Giancarlo Fusco, Quando l'Italia tollerava , Nanni Canesi Editore, Roma, 1965, pp. 388
  • (it) Massimo Centini, Bordelli Torinesi ? Quando le case chiuse erano aperte , Editrice Il Punto-Piemonte in Bancarella, Torino, 2013, pp. 336

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]