한국   대만   중국   일본 
Flavius Josephus - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Flavius Josephus

Eus Wikipedia
An delwen roman-se a vefe hini Flavius Josephus [1] .
Judische Chronic , troidigezh graet e 1552, en alamaneg , eus ar Bellum Judaicum ≪  Brezel ar Yuzevion  ≫, gant Flavius Josephus . Pajenn ar golo, ha skeudenn savet diwar faltazi.

Flavius Josephus (??σηπο? / I?sepos e gregach ), met Yosef ben Matityahou e anv orin (en hebraeg : ???? ?? ?????? da lavarout eo Jozef mab Mazheas ) a oa un istorour yuzev a skrivas e gregach, a voe ganet er bloavezh 37 hag a varvas er bloaz 100 .

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

E dad, Matityahou, a oa beleg yuzev e Jeruzalem , e Judea . Er bloaz 64 , en amzer an impalaer Neron , e voe kaset da Roma da glask lakaat dieubin beleien bac'het gant ar Romaned. E 67 , hag en gouarnour Galilea , e kemeras perzh en emsavadeg yuzev a-enep ar Romaned.

E penn an arme roman e oa Flavius Vespasian hag e vab Titus , a voe impalaerien diwezhatoc'h. Dre ma oa sur Yossef ben Matityahou e oa re grenv ar Romaned e klaskas mont da hanterour etre an alouberien hag an emsavidi: kement-se a sachas brud an trubarderezh war e gein e-touez ar Yuzevion. Diouganin a reas da Vespasian e vije impalaer. Marteze zoken e kemeras perzh en irienn a gasas anezhan da impalaer. Dieubet e voe e 69 , hag arvestin a reas ouzh seziz ha kemeridigezh Jeruzalem gant Titus er bloaz war-lerc'h. War-dro 70 e tibriedas Josephus digant e wreg kentan da zimezin gant ur vaouez yuzev eus Aleskandria , daou vugel o devo, unan anezho a vo ur mab, Flavius Hyrcanus e anv. E 71 ez eas da chom da Roma , ha dont a reas da vout keodedour roman dindan an anv a d-Titus Flavius.

Oberennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Skrivet en deus al levr istor anvet Antiquitates Judaicae e-lec'h ma kaver ar pezh zo anvet an Testimonium Flavianum diwar-benn Jezuz-Krist .

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Poltred faltazius Flavius Josephus, en un engravadur evit an droidigezh saoznek, graet gant William Whiston , eus oberennou Josephus.

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Mireille Hadas-Lebel, Flavius Josephe. Le Juif de Rome , Fayard, Paris, 1989 ;
  • Lucien Poznanski, La Chute du Temple de Jerusalem , Complexe, coll. ≪ Historiques ≫,niverenn 108, Bruxelles, 1997.
  • Denis Lamour, Flavius Josephe , Les Belles Lettres, coll. ≪ Figures du Savoir ≫, n° 21, Paris, 2000.
  • Lion Feuchtwanger, "La guerre de Judee" (1932) - " Les fils " - "Le jour viendra". Fayard, 1996-2000.
  • Patrick Banon, " Flavius Josephe " - Editions de la Renaissance - Paris, avril 2007
  • Al levr Oeuvres de Flavius Josephe zo bet graet gant Editions de Minuit evit La Guerre des Juifs (1977), gant Editions du Cerf evit an Antiquites juives (1992-2005) e peder levrenn, ha gant Belles Lettres evit " Contre Apion " , troet gant L. Blum, notennou gant Th. Reinach, Paris 2003.

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Plagnieux, P. 'Les sculptures Romanes' Dossiers d'Archeologie (January 2001) pg 15