한국   대만   중국   일본 
Ferrari - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Ferrari

Eus Wikipedia

Ferrari S.p.A. ( italianeg fer?raːri ) zo ur saver kirri pompad italian diazezet e Maranello ha krouet gant Enzo Ferrari e 1939 diwar rann-redadegou Alfa Romeo dindan an anv Auto Avio Costruzioni . E oto gentan he doa savet e 1940 hag ar Ferrari kentan e 1947 .

Fiat S.p.A he doa prenet 50% eus an embregerezh e 1969 a-raok kreskin he ferzh betek 90% e 1988 . Dispartiet e oa bet an embregerezh diouzh ar strollad Fiat Chrysler Automobiles adalek 2015.

A-hed hec'h istor e oa bet liammet Ferrari ouzh ar redadegou kirri dre he skipailh Scuderia Ferrari , e Formulenn 1 dreist-holl e-lec'h m'eman ar skipailh koshan hag an hini en doa bet berzh ar muian (16 titl ar saverien ha 15 titl ar vlenierien) met en Andur ivez.