한국   대만   중국   일본 
Faidra - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Faidra

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Faedra )
Hippolytos ha Faidra , laour , war-dro  290

Faidra (Φα?δρα / Phaidra e gregach ) a oa merc'h d'ar roue Minos , roue Kreta , ha d'e bried Pasifae . C'hoar e oa da Ariadne , Deukalion ha Glaokos . Dimezin a reas da Dheseus , roue Aten , en devoa dilezet he c'hoar Ariadne.

Neuze ec'h orgedas ouzh he lezvab , Hippolytos, a oa mab da Dheseus ha da Antiope , rouanez an Amazonezed . Ur gabestrenn he doe digantan avat, ma klaskas ober un dro lous dezhan. Tamall a reas anezhan da vezan klasket he gwallan.

Ha Theseus, savet kounnar ennan, a c'houlennas digant Poseidon , a dlee tri gouestl dezhan, teurel e vallozh war e vab. Neuze, p'edo ar paotr yaouank gant e garr hag e gezeg, e tirollas an anevaled, hag e voe flastret ar paotr gant e garr. En em lazhan a reas Faidra gant ar glac'har hag ar morc'hed.

Lennegezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kontet eo bet an istor gant Euripides , en un doare un tamm dishenvel en e bezh Hippolytos a zoug ar gurunenn .
Awenet eo bet ivez Seneca hag ar Gall Jean Racine gant ar vojenn, ha betek an XX vet kantved e veze desket dre an envor gwerzennou gallek Phedre e skolajou Breizh .

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pennadou kar [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .