한국   대만   중국   일본 
Ethernet - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Ethernet

Eus Wikipedia

Ur galvezoniezh (pe teknologiezh) rouedad anavezet hag implijet-tre eo Ethernet diazezet war un dopologiezh e bus.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ijinet e oa bet ar reizhiad Ethernet er bloavezhiou 70 e kreizenn imbourc'h ar c'hevredad Xerox e Palo Alto. Da c'houde, ar c'hevredadou DEC (Digital Equipment Corporation) Intel ha Xerox a oa en em geneilet da ginig ur skoueriegezh anvet Ethernet DIX (teir lizherenn gentan anviou ar c'hevredadou). Breman an IEEE 'ni eo e vez graet gantan war-dro skoueriekaat Ethernet.

Ar galvezoniezh orin e veze graet ganti gant ur fun gevahel unel nemetken anvet "ether" kennasket outi lies urzhiataeriou ha trobarzhellou . Graet e vez ivez gant an termen "krennenn" da envel ar fun gevahel. Bevennet eo ur grennenn Ethernet da 500 metr hag un disrannadur izek a 3 metr a zo ret gant ar skoueriegezh etre pep kennaskadur.

Gant ur c'has a 10 Mbde ( Mega bit dre eilenn) e veze an dafar orin Ethernet oc'h arc'hwelan (o mont en dro). Gant un handelv nevesoc'h anvet "Fast Ethernet" e vez tu mont netek 100Mbde ha gant an hini nevesan "Gigabit Ethernet" e vez lank mont betek 1Gbde (Giga bit dre eilenn).

Rannan ur bus Ethernet [ kemman | kemman ar vammenn ]

Despizet eo e munudou gant ar reolad Ethernet ment an iriennou a c'hell an urzhiataeriou ec'hodin (skignan) war ar fun, hogen ivez live an tredanvarr hag an hentenn arveret da c'houluzan ("modulation") un arhent .

Pa vez arveret gant Ethernet un dopologiezh e bus, e vez rediet gantan d'an urzhiataeriou da rannan an haezin d'ur skor treuzkas unel. An ec'hoder (ar c'haser) a dreuzkas un arhent a vez oc'h en em skignan d'an daou du betek pennou ar fun. An arhent a vez oc'h en em skignan adalek an urzhiataer kaser betek daou benn ar fun rannet.

Ar rannan e kemperzh ("in context") an teknologiezhiou rouedadou load (lec'hel) n'eo ket skignan diaser (war an dro) lies iriennou gant ar fun hogen eo kentoc'h e vez roet d'an urzhiataer kaser ar gwir da berc'hennan ar fun evitan e-unan da dreuzkas e iriennou pa vez red d'an urzhiataeriou all gortoz. Pa vez peurgraet an treuzkas gant un urzhiataer e c'hell unan all perc'hennan d'e dro ar fun d'ober ganti.

Rouedad CSMA [ kemman | kemman ar vammenn ]

Er wikefre implijet da genurzhian an treuzkas eo e vez kavet doare dedennusan Ethernet. N'en deus ket ur rouedad Ethernet un trevnad kreizennet oc'h aotren da bep urzhiataer da dreuzkas a bep eil gant ar fun rannet. Er c'hontrol e vez an holl urzhiataeriou kennasket o kemer perzh d'ur wikefre kenurzhian dasparzhet anvet CSMA (Carrier Sense Multiple Access).

Ar wikefre-man e vez dinoet (detektet) oberiantiz tredan ar fun ganti da zidermenan stad houman. Pa ne vez ket dreuzkas ne vez ket arhentou tredan war ar fun. Hogen pa vez o treuzkas un irienn, an ec'hoder a dreuzkas war an dro arhentou tredan implijet da vonegan an elfennou daouredel. Daoust dezhe bezan dishenvel diouzh ar gwagennou douger arveret da dreuzkas arhentou e vez graet evelkent "douger" anezhe. O wirian bezans un douger un urzhiataer a c'hell didermenan hag eo dieub ar fun pe get. Ma n'eus ket, e c'hell neuze ec'hodin an irienn anez-se e ranko gortoz pelloc'h. Anvet e vez ar galvezouriezh-se "Carrier Sense".

Ar skorou treuzkas arveret evit Ethernet [ kemman | kemman ar vammenn ]

Fun kevahel 10Base2  :

Da lakaat e pleustr ur rouedad Ethernet e c'heller ober gant funiegezh kevahel. Pep kartenn rouedad a rank neuze bezan luget ouzh ar rouedad gant ul lugell BNC e "T". Ha pep ardivink a zo kennasket an eil ouzh egile gant ur fun gevahel. Ar reizhiad-se funiegezh a vez arveret gantan aveadou gourfennan ("stouvou") lakaet e pennou ar fun da herzel ouzh an arhentou "d'adlammat" ennan. Un dopologiezh alvezel e bus e vez stummet gant ar seurt teknologiezh.

Reolad Ethernet 10Base2 :

> 10Base2 (10Mbde ; treuzkas dre "bann diazez" enbonegan "Manchester")

> Hirder uc'heg ur grennenn : 185 metr

> Digresk : 8,5 dB dre 185 m evit 10Mbde

> 30 hanva ("station") uc'hek ; esaou > pe = 0,5 m

> Gourfennan : 50 ohm gant stevou

> topologiezh alvezel ha mezoniel e bus

Fun reou gwedennet 10BaseT  :

Galloud a reer trevnan ur rouedad Ethernet gant ur funiegezh re wedennet ivez, pezh a vez graet peurvuian breman. Ar bennaenn implijet gant an deknologiezh-se a zo al liesplezhan ("multiplexing") kennaskaduriou oc'h ober gant un ardivink arbennik ec'h implijer evel poent kreiz ar rouedad. "Hub Ethernet" pe tolper e vez anvet seurt ardivink. Hervez un dopologiezh vezoniel e bus e vez frammet ur seurt rouedad hogen un dopologiezh alvezel e steredenn.

Er galvezoniezh-se e vez pep ardivink kennasket ouzh ar rouedad o kaout ur c'hennaskadur dediet war an tolper. D'hen ober e reer gant funiou re wedennet lugellou RJ45 e pennou anezhe da gennaskan pep urzhiataer pe drobarzhell ouzh an tolper.

Parzhiou elektronek an tolper e vez darvanet ("simulation") gante ur fun alvezel (bus) en doare ma vez an trevnad a-bezh o vont en dro evel ur rouedad Ethernet reizh.

Reolad Ethernet 10BaseT :

> 10BaseT (10Mbde ; treuzkas dre "bann diazez" enbonegan "Manchester" ; Twisted Pair - reou gwedennet - UTP 2 pe 4 re)

> Lugan gant kennaskeriou RJ45 d'un tolper ; hirder uc'hek : 100 metr evit ur skourr

> 30 hanva uc'hek

> Topologiezh alvezel e steredenn ; topologiezh mezoniel e bus

> Digresk uc'hek : 11,5 dB dre 100 metr evit 10Mbde

Breman e vez graet gant rouedadou Ethernet 100 Base T eleze rouedadou a arc'hwel da 100 Mbde. Peurvuian e vez gouest ar c'hartennou rouedad d'arc'hwelan gant an tizh-se. Diuzan a reont ent emgefreek an tizh d'ober gantan war ar rouedad (10 pe 100 Mbde) pa vez lakaet an arventenn "tizh kehentin" da "ent emgefreek" (auto). Tri dibarzh 'zo evit an Ethernet 100BaseT :

> Ethernet 100 Base T4 gant skorou re wedennet rummad 3,4 pe 5

> Ethernet 100 Base TX gant skorou re wedennet rummad 5 hogen e c'hell mont en dro e mod daouank diaser ha betek 200 Mbde ma c'hellje an trevnad ober gant un hevelep tizh

> Ethernet 100 Base FX gant al luc'hedanv da dreuzkas ar stlennou

Fast Ethernet e vez graet eus Ethernet 100 Base xx.