Ethan Hawke

Eus Wikipedia
Ethan Hawke e 2018

Ethan Blue Hawke , ganet d'ar 6 a viz Du 1970 , zo un aktour, skrivagner ha filmaozer stadunanat . Kinniget eo bet e anv evit pevar Academy Awards hag un Tony Award . Kroget e oa da vezan aktour e 1985 er film skiant-faltazi Explorers . Ret e vo gortoz 1989 hag ar film drama Dead Poets Society evit ma vefe berzh bras gantan. Goude-se e voe gwelet e meur a film all a-raok bezan un aktour penn en Generation X ha Reality Bites e 1994. Hawke a zo bet gwelet ivez o c'hoari gant Julie Delpy en heuliad filmou Before gant Richard Linklater: Before Sunrise (1995), Before Sunset (2004) ha Before Midnight (2013). Evit an holl filmou eo bet burutellet mat evit e c'hoari.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]