Erik Pomerania

Eus Wikipedia
Erik Pomerania

Erik Pomerania ( Erik av Pommern ) ( 1382 - 1459 ) a oa Roue Sveden , Danmark ha Norge. Evel Roue Danmark e oa Erik VII , evel Roue Sveden e oa Erik XIII , evel Roue Norge e oa Erik III . Ren a reas war-lerc'h e lezvamm Marc'harid Ian Danmark .


Ganet e oa war-dro 1382 e Rugenwalde . Mab e oa d'an Dug Warcisław VII Pomerania (marvet en 1394 ) ha da Marie von Mecklenburg-Schwerin (marvet en 1402 ), nizez d'ar rouanez Marc'harid Ian Danmark ,


En 1402 setu Marc'harid Ian Danmark o varc'hata gant Herri IV Bro-Saoz diwar-benn un emglev etre Bro-Saoz hag Unvaniezh Kalmar . Kinniget e voe ober div eured war un dro: Erik a zimezje da verc'h Herri, Philippa, hamab Herri, Prins Kembre ha danvez-roue ( Herri V Bro-Saoz), a zimezje da c'hoar Erik, anvet Katarzyna.

E varv [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mervel a reas e Rugenwalde d'an 3 a viz mae 1459 .