Eric Cross

Eus Wikipedia

Eric Cross zo ur skrivagner eus Iwerzhon a oa ganet e 1905 e Newry e kontelezh Down . Aet e oa war ar studi da vezan ijinour war ar gimiezh hag ez eas da labourat da Vro-Saoz. Dizolein a reas er bloavezhiou 1930 e talvezfe al labour a rene hag hini tud all da zifraostan an hent evit bezan gouest da vrezelin gant viruzou ha bakteri. Kuitaat a reas e labour ha mont da vevan da gornog Iwerzhon. Eno e prenas un ti-karr hag ur marc'h hag ez eas gantan war an henchou.

Brudet eo abalamour m'en deus lakaet war ar paper istoriou ur c'hemener kozh, Timothy Buckley, ha kaoziou e wreg Anastasia (Ansty) a oa o chom e-kichen Gougane Barra e kontelezh Corcaigh . Embannet e oa da gentan er gazetenn The Bell , e miz C'hwevrer 1941, ha goude e lakaas embann The tailor and Ansty e 1942 gant ur raklavar gant Frank O'Connor . Degemeret gant plijadur gant un nebeud burutellerien da gentan. Buan avat e oa difennet al levr-se gant gouarnamant Eamon de Valera goude un abadenn daer e sened Iwerzhon, e 1943 abalamour ma oa dibrenn ha divergont al levr, sanset. Adembannet e oa levr Eric Cros goude 10 vloaz difenn hag aozet e oa evit ar c'hoariva gant O'Connor. Deuet eo da vezan unan eus oberennou klasel lennegezh Bro-Iwerzhon

Eric Cross en deus skrivet ivez Silence is golden , un dibab istoriou hag arnodskridou . Aet eo da anaon e 1980.