한국   대만   중국   일본 
Enrico Paoli - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Enrico Paoli

Eus Wikipedia
E 2004 , oadet 96 vloaz.

Enrico Paoli a zo bet ganet d'an 13 a viz Genver 1908 e Trieste ( Aostria-Hungaria , breman Italia ) ha marvet d'ar 15 a viz Kerzu 2005 e Reggio Emilia ( Italia ) . Mestrc'hoarier echedou italian e oa. Deskin a reas c'hoari an echedou p'edo nav vloaz. D'an oad a 60 vloaz e trec'has evit ar wezh diwezhan e kampionad Italia . Gantan e veze aozet tournamant brudet “Torneo di Capodanno” (Tournamant Etrebroadel Deiz-Kentan-Bloaz) e Reggio Emilia : lanset e voe e 1958, hag aozet e vez c'hoazh. Hini 1991-1992 a vodas Garry Kasparov , Anatolij Karpov , Viswanathan Anand , Vassily Ivanchuk , Boris Gelfand , Lev Polugaevski , Mikhail Botvinnik , Mikhail Tal , Boris Spassky ha Vasily Smyslov ... Teir gwech e voe Kampion Italia , e 1951 e Venezia , e 1957 e Reggio nell'Emilia hag e 1968 e Milano . E 1950 e Venezia , Enrico Paoli a voe trec'h gant ar pezhiou du war ar Mestr Meur soviedat Aleksandr Kotov . E 1951 e teuas da vezan Mestr Etrebroadel. E 1964 e voe dibabet evel Tredeog Etrebroadel. Mankout a reas un hanter-boent dezhan en un tournamant e 1969 e Vr?ac evit bout anvet Mestr Meur gant ar FIDE (Kevre Etrebroadel An Echedou). E 1996 e voe roet an titl "Mestr Meur" honoris causa gant ar FIDE. E 2004 (96 vloaz e oa) e kemeras perzh en e dournanamant etrebroadel diwezhan, hini Saint-Vincent .

Div bartienn [ kemman | kemman ar vammenn ]

1. d4 d5
2. c4 c6
3. Mf3 Mf6
4. Mc3 e6
5. Fg5 h6
6. Fxf6 Dxf6
7. Db3 dxc4
8. Dxc4 Md7
9. e3 g6
10. h4 Fg7
11. O-O-O O-O
12. h5 g5
13. Fd3 De7
14. Fc2 e5
15. Rb1 exd4
16. exd4 Cf6
17. Me5 Fe6
18. Dd3 Tfd8
19. Me4 Mxe4
20. Dxe4 f5
21. Df3 Fxe5
22. dxe5 Txd1+
23. Txd1 Td8
24. Txd8+ Dxd8
25. Fb3 Fxb3
26. axb3 Da5
27. De3 Rf7
28. g3 Re6
29. f4 g4
30. Dd4 De1+
31. Rc2 De2+
32. Rc3 De1+
33. Rc2 De2+
34. Dd2 Dxd2+
35. Rxd2 a5
36. Rc3 Rd5
37. b4 axb4+
38. Rxb4 b6
39. b3 Re6
40. Rc4 Rd7
41. b4 Re6 1/2-1/2

Liamm diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]