Emgann an Trocadero

Eus Wikipedia
An ar me c'hall e Spagn e 1823.
Bae Cadiz hag Enez an Trocadero . Kartenn eus an XIXvet kantved.

Emgann an Trocadero a c'hoarvezas en Enez an Trocadero , e-kichen Cadiz , en Andalouzia , e kreisteiz Spagn , d'an 30 a viz Eost 1823, ha trec'het e voe an Dispac'herien spagnol, emsavet enep o roue hollveliek Fernando VII , gant arme ar roue gall Loeiz XVIII .

Kemeret e voe krenvlec'h an enez gant ar C'hallaoued er brezel a rejont da Vro-Spagn da adlakaat ar gurunenn war benn Fernando VII , lesanvet ar Roue Treitour .

Los Cien Mil Hijos de San Luis ( Kant mil bugel Sant Loeiz ) a voe graet e Spagn ouzh ar soudarded c'hall.

Orin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pa voe diskaret an impalaer Napoleon en 1815 e voe roet en-dro o c'hurunennou da rouaned an Tiegezh Bourbon e Gall hag e Spagn. E Spagn en doa ranket ar roue Fernando VII plegan, en desped dezhan, da g Cortes Cadiz, ar vodadenn vroadel he devoa savet ur Vammlezenn awenet gant ar frankizouriezh. E kuzh avat en devoa goulennet skoazell digant an Emglev Santel , ( Rusia , Aostria , Prusia ha Bro-Saoz ) evit derc'hel penn ouzh Bodadenn ar c'h - Cortes .

En miz Genver 1822 e voe kemeret penn an emsavadeg gant ar c'horonal Rafael del Riego ha prizoniet e voe ar roue Fernando VII e Cadiz . Evit diskar an dispac'h a rae berzh er vro e voe aotreet Bro-C'hall, gant an Emglev Santel e Kendalc'h Verona ( Here 1822 ) da vont da lakaat urzh.

Kemer ar c'hrenvlec'h [ kemman | kemman ar vammenn ]

En miz Ebrel 1823 e voe kaset un armead c'hall da Spagn gant ar roue gall Loeiz XVIII evit adlakaat ar gurunenn war benn Fernando VII. E penn an arme e oa e niz, Loeiz Bro-C'hall , dug Angouleme. Treuzet e voe ar Pireneou gant ar C'hallaoued, ha kemeret Madrid , hag int neuze war-zu Andalouzia ha porzh Cadiz .

D'an 31 a viz Eost 1823 e voe faezhet an dispac'herien a glaske difenn daou grenvlec'h e Puerto Real , un daouzek kilometr eus Cadiz. Kemeret e voe krenvlec'h Enez an Trocadero , a zifenne porzh Cadiz, gant soudarded c'hall o devoa lammet en izelvor : hennezh eo taol-kaer an arme c'hall. Ar jeneral gall, dug Angulema, a vo roet dezhan an titl a ≪Prins an Trocadero≫.

Heuliadou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dieubet e voe roue Spagn , hag adsavet an hollveliegezh . Ankouaet e voe an amnistiezh prometet d'an dispac'herien. Goude e teuas gwaskerezh a-raok ma'z eas ar C'hallaoued war o c'hiz. 30 000 den a voe lazhet er bloavezhiou goude.


Ar skrivagner diplomat Francois-Rene de Chateaubriand en doa kemeret perzh e Kendalc'h Verona hag en aozadur an droiad vrezel a voe anvet da gannad Bro-C'hall e Madrid .

Monumant gall [ kemman | kemman ar vammenn ]

Goude-se e voe roet an anv Trocadero e Pariz d'ul leurger ha d'ur palez e koun d'an trec'h roueel-se.

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]


Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pennadou kar [ kemman | kemman ar vammenn ]