한국   대만   중국   일본 
Emgann Berlin - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Emgann Berlin

Eus Wikipedia
emgann Berlin
emgann
Rann eus Talbenn ar Reter   Kemmañ
Anvet diwar Berlin   Kemmañ
Stad Alamagn   Kemmañ
Lec'h Berlin   Kemmañ
Daveennou douaroniel 52°31′7″N 13°22′34″E   Kemmañ
Deiziad 2 Mae 1945   Kemmañ
Deiziad kregin 16 Ebr 1945   Kemmañ
Deiziad echuin 2 Mae 1945   Kemmañ
Order of battle order of battle for the Battle of Berlin   Kemmañ
Map
Ar Reichstag freuzet e-pad Emgann Berlin

Emgann Berlin , pe Schlacht um Berlin , anvet Oberiadur Argadenn Straegiel Berlin gant an Unvaniezh Soviedel , pe Kouezhadenn Berlin , a oa bet an argadenn veur ziwezhan war Talbenn Europa en Eil Brezel-bed .

Goude an Argadenn war ar Vistula?Oder e miz Genver-C'hwevrer 1945, al Lu Ruz a oa chomet da c'hortoz war ul linenn 60 km er reter da Verlin. D'an 9 a viz Meurzh, Alamagn he devoa savet ur steunv evit difenn ker Berlin. Anv ar steunv a oa Oberiadur Clausewitz . Ar c'hentan obererezhiou difenn e kelc'h-tro Berlin a oa bet kroget d'an 20 a viz Meurzh. Ar re-se a oa suj d'an den nevez e penn Strollad lu ar Vistula, ar jeneral Gotthard Heinrici .

Pa voe adkroget an argadenn soviedel d'ar 16 a viz Ebrel, e oa daou dalbenn (strollad arme) o tagan Berlin : unan eus ar reter, unan all eus ar su. Un trede hini a flastras an nerzhiou lu alaman a oa en norzh d'ar ger-benn.

A-raok ma krogfe Emgann Berlin, an Arme Ruz en doa kelc'hiet ar ger goude bezan bet trec'h e meur a emgann diouzh renk, dreist-holl Emgann Seelow hag Emgann Halbe . D'an 20 a viz Ebrel 1945 , Devezh deiz-ha-bloaz Hitler , ar 1an Talbenn Bielorusian renet gant ar Marechal Georgy Zhukov , o heulian hentou eus ar reter hag eus an norzh a groge da ganolian kreiz-ker Berlin. E-pad an amzer-se ar marechal Ivan Konev gant e 1an Talbenn Ukrainian a freuze linennou difenn ar Strollad Arme Kreiz hag a yae war-raok dre bannlev su ar ger. D'an 23 a viz Ebrel ar jeneral Helmuth Weidling e oa lakaet e-penn an nerzhiou difenn e Berlin. Ar gwarnizon a oa savet gant divizionou mac'hagnet ha dizurzhiet eus ar Wehrmacht ha Waffen-SS , gant nerzhiou diampart ar Volkssturm ha re an Hitlerjugend . Dindan doug ur sizhun an Arme Ruz a zeue a-benn da aloubin ar ger a-bezh.

A-raok ma vefe echuet an emgann, Hitler hag ul lod pennou bras eus an Trede Reich a emlazhe. Gwarnizon ar ger a godianas d'an 2 a viz Mae met kenderc'hel a rae ar stourm er biz, kornog, ha mervent Berlin ha kenderc'hel a raio betek fin ar brezel d'an 8 a viz Mae (9 a viz Mae evit an Unvaniezh soviedel ). Lod unveziou alaman o devoa stourmet evit terc'hout kuit ha kodianan d'an gevredidi kornogat e-serr d'ar gomunisted.