한국   대만   중국   일본 
Emboltred en tog - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Emboltred en tog

Eus Wikipedia
Emboltred en tog
Paul Gauguin , 1893
Eoullivadur war lien
45 × 38 cm
Musee d’Orsay
Pariz

An Emboltred en tog ( Autoportrait au chapeau ) zo un daolenn livet gant Paul Gauguin pa zistroas da Bariz war-lerc'h e veaj da d- Tahiti en 1892 .

En em boltredet eo en e stal-labour.

An daolenn [ kemman | kemman ar vammenn ]

En diaraog e weler an arzour gwisket en du hag un tog war e benn. Sellout ouzh an arvester a seblant ober. Livet eo a-us d'e vruched, ma c'haller sonjal eman en e goazez, e zivskoaz troet a-zehou, e benn troet a-gleiz. Ur seurt enebiezh zo en e emzalc'h abalamour da se : e gorf troet a zehou a c'hall arouezian an amzer-da-zont, hag e zremm a seblant sellout ouzh e vuhez tremenet, aroueziet gant daou dra degaset eus Tahiti  : an daolenn Manao Tupapau hag ar pareo.

En diadrenv, eman an treust e-kreiz ar sklerijenn. Honnezh eo al linenn a rann an daolenn e div lodenn. En dorn kleiz d'al livour eman an tremened, traou ha darvoudou. En dorn dehou dezhan ez eus un tric'horn glas-gwer.

Diskouez a ra Gauguin stourm e vuhez evit tud Tahiti.