한국   대만   중국   일본 
Eliant - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Eliant

Eus Wikipedia
Eliant
An iliz-parrez
An iliz-parrez
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Elliant
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kemper
Kanton Rosporden (betek 2015)
Konk-Kerne (abaoe 2015)
Kod kumun 29049
Kod post 29370
Maer
Amzer gefridi
Rene Le Baron
2014 - 2020
Etrekumuniezh Konk-Kerne Tolpad-keriou
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn web Ti-ker
Poblansouriezh
Poblans 3 328 ann. ( 2020 ) [1]
Stankter 47 ann./km²
Douaroniezh
Daveennou
lec'hian
47° 59′ 44″ Norzh
3° 53′ 19″ Kornog
/ 47.995556 , -3.888611
Uhelderiou kreiz-ker : 82 m
bihanan 47 m ? brasan 105 m
Gorread 70,30 km²
Lec'hiañ ar gêr
Eliant

Eliant zo ur gumun e Bro-Gerne , e kanton Konk-Kerne , e departamant Penn-ar-Bed , e mervent Breizh .

Anv [ kemman | kemman ar vammenn ]

Stummou skrivet
  • Erwan Vallerie (1995) ː Elgent , 1084, 1107 ; Elgen , 1210 ; Elgient , 1350 ; Elyent , 1368 ; Elyen , 1368 ; Elyent , 1408 ; Elient , 1454, 1516 ; Elyent , 1536 ; Eliant , 1630, 1636 ; Elian , 1654 [2] .
Gerdarzh

War a seblant ː el-gent (= gouen) ; anv-den ? [3]

Ardameziou [ kemman | kemman ar vammenn ]

En aour e vailhenn en geot, e gab en argant karget gant pemp brizhenn erminig en sabel.

  • Aozer ː Yves Clerc'h.

Broig [ kemman | kemman ar vammenn ]

Eman Eliant e Bro ar Veleniked .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ragistor [ kemman | kemman ar vammenn ]

War a seblant e oa bet tud o vevan en Eliant adalek Henoadvezh ar Maen , war-dro 50 000 a-raok Jezuz-Krist.

Krennamzer [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Er VI vet kantved hag er VII vet kantved e teuas tud eus Hanternoz Kembre da vevan hag annezan a rejont e lec'h m'eman ar bourk breman. Dont a ra an anv Eliant eus ar mare-se. Meur a zisplegadur a zo: diwar anv Sant Elian a oa deuet eus Kembre, diwar familh Lanellian er memes korn-bro, diwar un eil poull "an eil yen"...
  • Da vare an Azginivelezh e voe savet maneriou ha chapeliou evel hini Treanna, bet savet er bloavezhiou 1480.
  • Er XV vet kantved e varvas tost an holl annezidi diwar ar vosenn . Ouzhpenn 7 000 a annezad a oa o chom en Eliant neuze. Dastumet e voe ur werz anvet "Bosenn Eliant" gant Kervarker , a daolenn an darvoud-man en e zastumad Barzhaz Breizh .

XVIII vet kantved [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • E-pad an diskaramzer hag ar goanv 1787-1788 e teu da chom er presbital gant an abad Laenneg e niz, Reun Laenneg , a zeuas da vezan medisin meur hag ijiner ar selaouenner .

Dispac'h Gall [ kemman | kemman ar vammenn ]

XX vet kantved [ kemman | kemman ar vammenn ]

Brezel-bed kentan [ kemman | kemman ar vammenn ]
  • Mervel a reas 174 gwaz eus ar gumun, da laret eo 4,32% eus ar boblans e 1911, abalamour d'ar brezel [5] .

Eil brezel-bed [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Merval a reas 28 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel [6] .

Brezeliou didrevadennan [ kemman | kemman ar vammenn ]

Brezel Indez-Sina
Brezel Aljeria
  • Mervel a reas daou vilour eus ar gumun [8] .

Monumantou ha traou heverk [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Karn Keringard.
  • Peulvan Kozhker Vaen.
  • Iliz katolik Sant Jili . Savet e oa bet iliz gentan Eliant en XV vet kantved . Adsavet e voe er XVII vet kantved , ha tour an iliz etre 1660 ha 1669. Unan eus touriou-iliz uhelan e Bro-Gerne eo (50 m uhelder). Adsavet e voe ar peurrest etre 1700 ha 1712.
  • Chapel Sant-Mikael
  • Chapel Intron Varia ar Wir Sikour .
  • Chapel Treanna .
  • Chapel Santez Marc'harid .
  • Liorzhou ar presbital.
  • Monumant ar re varv, luc’hskeudenn [9] . Dioueliet e voe d’ar 31 a viz Gouhere 1921 [10] .

Emdroadur ar boblans abaoe 1962 [ kemman | kemman ar vammenn ]

Niver a annezidi

Melestradurezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Brezhoneg [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • E distro-skol 2012 e oa bet digoret ur c'hlas divyezhek e skol bublik ar gumun. E distro-skol 2023, 56 skoliad o doa lakaet o anv (19,2 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentan derez) [11] .
Ya d'ar brezhoneg

Tud [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tud bet ganet eno
Ardamezeg ar familhou
de Kerloaguen
Aotrounez Pratanras, ha Kervastard
En argant e erez dispak en sabel, iziliek ha pigosek en gul.
  • Sturienn ː Sans effroy ("Dizaon")

Gevellin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Div barrez amezek e kontelezh Gaillimh eo An Creagan ha Maigh Locha. Er penn-kentan e ranke kumun Tourc'h , hag hi sko ouzh Eliant, kemer perzh er gevellin, met n'eo ket aet ar raktres da benn.

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Elliant, Tourc'h - deux communes dans la Revolution , JEan-Francois Douguet

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Daveou ha notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Roadennou ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Erwan Vallerie : Diazezou studi istorel an anviou-parrez. Corpus. An Here. 1995
  3. Bernard Tanguy ː Dictionnaire des noms de communes, treves et paroisses du Finistere . Chasse-Maree - ArMen, 1990.
  4. Kristof Jezegou , Hor Bro e-pad ar Revolusion , Ti-moullan Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennou 50 ha 51.
  5. Memorial Genweb
  6. Memorial Genweb
  7. Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  8. Memorial Genweb
  9. Memorial Genweb
  10. Universite de Lille
  11. Ofis Publik ar Brezhoneg