한국   대만   중국   일본 
Eleanor Roosevelt - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Eleanor Roosevelt

Eus Wikipedia
Anna Eleanor Roosevelt

Anna Eleanor Roosevelt , ganet d'an 11 a viz Here 1884 ha marvet d'ar 7 a viz Du 1962 , a oa ur First Lady , diplomat ha stourmerez evit gwiriou Mab-Den e Stadou Unanet Amerika . Bez e voe ar First Lady of the United States etre miz Meurzh 1933 ha miz Ebrel 1945 e-pad respet he gwaz, Franklin D. Roosevelt , evel prezidant ar vro. Betek-henn ez eo ar vaouez a zo bet ar muian amzer evel First Lady of the United States. Roosevelt a zo bet kannad Stadou-Unanet Amerika evit bodad hollek Aozadur ar Broadou Unanet etre 1945 ha 1952. Ar prezidant Harry S. Truman en devoa graet eus outi ar " First Lady of the World " evit enorin an araokaduriou a-fed gwiriou Mab-Den degaset ganti.