한국   대만   중국   일본 
Edward James Roye - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Edward James Roye

Eus Wikipedia

Edward James Roye (3 a viz C'hwevrer 1815 - 11 a viz C'hwevrer 1872) a oa ur politikour eus Liberia , bet prezidant ar vro.

Ganet e oa bet e Newark ( Ohio , Stadou-Unanet ). Dre ma oa pinvidik e dad, perc'hennet gantan douarou en Indiana hag en Illinois , e c'hellas Roye mont d'ober studiou uhel. Divroan a reas da Liberia e 1846 hag ober kenwerzh eno.

Dilennet e voe da brezidant e 1869. Pa grogas gant e garg d'an 3 a viz Genver 1870 e oa ar vro en un enkadenn ekonomikel. Mont a reas Roye da Londrez evit ober amprestou a-benn sevenin ur programm sevel hentou ha skoliou en e vro. Digreskin a reas an ezporzhian produiou abalamour da gevezerezh broiou all er c'henderc'hin kafe pe sukr. Dibosupl e voe da Liberia resteurel an arc'hant d'ar bankou saoz ha tizhet e voe ar vro gant ar resedin.

Tennet e voe e garg digantan d'ar 26 a viz Here 1871. Ur marv trumm a gavas d'an 11 pe d'an 12 a viz C'hwevrer 1872 : pe e voe lazhet, pe e veuzas.