한국   대만   중국   일본 
Edo (ker) - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Edo (ker)

Eus Wikipedia
Kartenn eus Edo, 1844-1848

Edo ( japaneg  : 江?' [e'd?] ) eo anv kozh Tokyo , ker-benn Japan .

Yezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Talvezout a ra Edo kement ha beg douar hag ivez genou ur bae , pe " aber ".
Ur mare zo bet e veze skrivet ivez Yedo pe Yeddo .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Abred eo bet annezet an tuchennou tro-dro da lec'hiad bae Tokyo kantvedou-pad met an darvoud meur bet c'hoarvezet eno eo savidigezh kastell Edo e 1457 gant Ota Dokan .

E 1603 eo bet diazezet Shogunelezh Tokugawa gant Edo da sez ar gouarnamant ( ker-benn e oa er fedou) tra ma chome annez an Impalaer e Kyoto . Bet e oa bet Kyoto ker-benn gozh Japan betek neuze.

Freuzet-lip eo bet Edo gant taniou-gwall meur a wech. En o zouez eo bet, marteze a-walc'h, an tan Meireki no Taika eus 1657 an hini gwashan-holl : kredet e vez eo marvet e-tro 100 000 a dud er flamennou. Kontet ez eus bet e-tro 100 tan-gwall e-pad marevezh Edo , c'hoarvezet dre walleur abalamour d'an tiez ( Machiya ) bezan savet e koad peurliesan ha tommet gant glaou e-kerzh ar goanv.

Pa oa bet fin d'ar Shogunelezh e 1868 e oa en em staliet an Impalaer e Tokyo e-pad an assavidigezh ha deuet eo neuze da vezan ker-benn ofisiel Japan. Adanvet e oa ker ha lakaet an anv "Tokyo" dezhi, ar pezh a dalvez "ker-benn ar reter".

E-kerzh marevezh Edo e veze anvet merourien ( machi bugyo ) gant ar shogunelezh evit ober war-dro gouarnerezh Edo. Ober a raent war-dro ar polis ha (adalek mare Yoshimune ) war-dro kevrenn bublik an tan ( machibikeshi ), an torfedou hag ar proseziou sivil. E karg e oant ivez eus an aferiou melestradurel rekis d'ur geoded 1 milion a dud enni da vont en-dro.

Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mammennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Skrituriou dishenvel tennet eus pennad Encyclopædia Britannica 1911

  日本と日本文化のポ?タル ? Porched Japan ha sevenadur Japan ? Adkavit ar pennadou a denn da Japan ha d'he sevenadur ? 日本とその文化についてのペ?ジを見つける