한국   대만   중국   일본 
Edmond Jouhaud - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Edmond Jouhaud

Eus Wikipedia
Edmond Jouhaud,
luc'hskeudennet e 1961 .

Edmond Jules Rene Jouhaud , deuet er bed d'an 2 a viz Ebrel 1905 e Bousfer ( Aljeria ) ha tremenet d'ar 4 a viz Gwengolo 1995 e Royan ( Charente-Maritime , Bro-C'hall ), a oa ur jeneral en aerlu gall.

Kemer perzh a reas en Eil Brezel-bed hag e Brezel Aljeria .
A-gevret gant Maurice Challe , Raoul Salan hag Andre Zeller e voe e penn putsch ar jeneraled a c'hoarvezas en Aljer eus an 21 d'ar 26 a viz Ebrel 1961. Ur c'hwitadenn e voe an taol-Stad , ma klaskas Jouhaud tec'hel kuit. Harz a voe lakaet warnan d'ar 25 a viz Meurzh 1962 avat ha barnet d'ar marv [1] gant al lez-varn-vrezel uhel [2] d'an 13 a viz Ebrel 1962. Chom a reas bac'het, hag en en engortoz a vezan kaset d'ar marv, betek an 28 a viz Du 1962 pa voe skanvaet e boan e bac'hadur hed e vuhez. Dieubet e voe da-heul distaoladeg 1968 ( Lezenn n°68-697 an 31 a viz Gouere 1968 ).
Adtapout a reas e rez a uhelofiser e 1982 .

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Barnet e voe an tri jeneral all da vezan bac'het.
  2. Krouet d'ar 27 a viz Ebrel 1961 e voe divodet d'ar 26 a viz Mae 1962.