한국   대만   중국   일본 
Dulle Griet (kanol) - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Dulle Griet (kanol)

Eus Wikipedia
Dulle Griet war ziskouez e Gent

Dulle Griet (diwar anv ar goueriadez flandrezat Dulle Griet ) a zo ur c'hanol houarn bras a zo e Gent , e Belgia . 4,98 m eo hirder ar c'hanol, ha 16,4 tonenn e bouez. En hanterenn gentan ar 15 vet kantved e voe savet [1] E 1452 e voe implijet pa voe taget Oudenaarde gant arme tud Gent. Pa yae kuit tud Gent e voe tapet gant difennerien Oudenaarde, hag e 1578 e voe adkaset da C'hent [2] .Hiziv an deiz eman war ziskouez e plasenn Marc'had ar Gwener e ker gozh Gent. Abaoe 1943 ez eo bet lakaet da vunomant gwarezet.

Kanoliou eus ar 15 vet kantved, estreget Dulle Griet, a zo en Izelvroiou hag a veze implijet pa veze taget keriou dreist-holl. Anaout a reer anviou Pumhart von Steyr , Mons Meg , Faule Mette , Faule Grete ha Grose Bochse .

N'int ket ken brudet, a dra sur, hag ar Mell Bertha (" Dicke Bertha " en alamaneg), ar c'hanol alaman er Brezel-bed kentan , met n'o deus ket lazhet kement a dud ivez.

Notenn [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Volker Schmidtchen : Riesengeschutze des 15. Jahrhunderts. Technische Hochstleistungen ihrer Zeit, Technikgeschichte, p.153?173 (164?166), 44, niv. 2, 1977
  2. Schmidtchen, 1977, p.166
  Stag eo ar bajenn-man ouzh Porched an Armou-tan

Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .