한국   대만   중국   일본 
Du Guesclin - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Du Guesclin

Eus Wikipedia

Du Guesclin ( Gwesklin e brezhoneg) zo ur film gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Bernard de Latour e 1948 .

Fichenn deknikel [ kemman | kemman ar vammenn ]

An danvez [ kemman | kemman ar vammenn ]

E-barzh penniliz Sant Denez eman ur soudard kozh o kontan buhez an hini a voe e vestr koulz hag e vignon : Beltram Gwesklin . Argaset e oa bet Gwesklin gant e familh pa oa-en bugel. Ne viras ket outan a vezan ur marc'heg hep e bar, ar pezh a ziskouezas da-genver ur stourmadenn e ti Janed, kontez Pentevr . Da gentan-penn ec'h asantas Beltram Gwesklin stourm ouzh ar Saozon evit dugelezh Roazhon . Dieubin a reas e vreur, bet paket gant dug Canterbury, ha distrein da di Janed Pentevr e-lec'h ma voe savet ur gouel d'e enorin : eno e kejas gant Tiphaine Raguenel a zeuio da vezan e wreg diwezhatoc'h. Ne baouezas ket brud Gwesklin da greskin ma voe lakaet e penn armeou an Daofin Charlez V , aet da roue Bro-C'hall a-drugarez dezhan. Atav o vrezelin pell diouzh e wreg ne ouie ket Beltram Gwesklin e oa-hi klanv-fall. Koulskoude, a-raok tremen, gant skoazell ar roue e teuas-hi a-benn d'e zieubin diouzh a-dre daouarn ar Saozon o devoa lakaet harz warnan ur wech ouzhpenn. Goude dek vloaz a vrezeliou du-man ha du-hont e varvas Beltram Gwesklin d'an oad a hanter-kant vloaz.

Roll ar gomedianed pennan [ kemman | kemman ar vammenn ]