Diwaller-pal (mell-droad)

Eus Wikipedia

diwaller-pal
association football position
Iskevrennad eus Diwaller-pal   Kemmañ
Sport mell-droad   Kemmañ
Stumm gourel an dikedenn gardien de but , vartininkas   Kemmañ
Un diwaller o lammat da glask herzel ouzh ur volotenn da vont er gaoued.
An diwaller alaman
Jens Lehmann o splujan da glask tapout ar vell.
Manegou ar porzhier alaman Oliver Kahn .

An diwaller-pal [1] (anviou all : diwaller-paliou [2] , gward-pal [1] , mirer-pal [3] , porzhier ( Daveou a vank ) ) pe, ent-berr, un diwaller [1] , eo an den karget da ziwall kaoued e skipailh er c'hoari mell-droad .

Ar gaoued [ kemman | kemman ar vammenn ]

Toull ar gaoued zo un hirgarrez a 7,32 m a led ha 2,44 m a uhleder. A-drek an toull ez eus stegnet ur roued da virout ouzh ar vell da vont re bell, da chom e-barzh ar gaoued, da destenian eo aet e-barzh. E derou pep c'hoariadenn e rank an tredeog gwirian ar roued evit bezan sur ne c'hallo ar vell tremen nemet etre daou bost an toull bras.

An takad-dic'haouin, anezhan ar gorread ma c'hall an diwaller tapout ar volotenn gant e zaouarn, a ya betek 16,50 m dirak ar gaoued.

Ar c'hoari [ kemman | kemman ar vammenn ]

E pep skipailh mell-droad e vez unnek melldroader, dek o redek war-lerc'h ar volotenn dre an dachenn-c'hoari hag un diwaller dirak e gaoued. Hennezh hepken en deus renk da gemer ar volotenn gant e zaouarn gant ma vo en dachenn tost ouzh e gaoued.

Manegou a vez gwisket gant an diwallerien peurvuian. Pa vez lakaet ar volotenn er gaoued e vez lavaret eo aet e-barzh , pe aet en toull , hag ur poent a vez roet d'ar skipailhou seul wech ma lakaont anezhi e-barzh.

Pa dap an diwaller ar vell ha p'he laosk da gouezhan e c'hall ar c'hoarierien all hec'h adtapout da genderc'hel da c'hoari.

Pennadou kar [ kemman | kemman ar vammenn ]

Diwaller-pal (sport)

Porzhierien veur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. 1,0 1,1 ha 1,2 E-barzh Geriaoueg ar vell-droad, TermBret, Ofis ar Brezhoneg, 2002.
  2. Geriadur brezhoneg , An Here, 2001.
  3. E. Ollivro, Pikou mab e dad , Mouladuriou Hor Yezh, 1983 (troidigezh gant Jakez Konan).