한국   대만   중국   일본 
Dinis Ian Portugal - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Dinis Ian Portugal

Eus Wikipedia
Dinis Ian Portugal

Dinis Ian Portugal ( Lisboa , 9 a viz Here 1261 ? Santarem 7 a viz Genver 1325) a voe c'hwec'hvet roue Portugal , lesanvet o Lavrador (al labourer-douar ) abalamour ma reas plantan pineg Leiria, hag o Rei-Poeta (ar roue-barzh) abalamour d'e oberenn varzhel.

Mab e oa d'ar roue Afonso III , ha d'e bried, an infantez Beatriz Kastilha . Kurunennet e voe e 1279, d'an oad a 17 vloaz.

Dimezin ha bugale [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1282 e timezas gant Izabel Aragon , anavezet evel ar "Rouanez Santez", ur verc'h d'ar roue Pedro III Aragon ha d'e bried Constanza II Sikilia . Daou vugel o doe:

  • Constanza de Portugal (1290-1313), ganet en Coimbra, anvet diwar-lerc'h mamm he mamm, a zimezas da Fernando IV Kastilha ;
  • Afonso IV (1291-1357), roue Portugal.

Bugale all en doa gant maouezed all

  • gant Gracia Froes (anavezet ivez evel Gracia Anes):
    • Pedro Alfonso (1287-1354), kont Barcelos.
  • gant Aldonza Rodrigues Talha:
    • Alfonso Sanchez (1289-1329), aotrou Alburquerque, kevezer e hantervreur Alfonso IV. Divastardet e Mae 1304.
  • gant Marina Gomes:
    • Maria Alfonso, ganet a-raok 1301, dimezet a-raok 1317 da Juan Alfonso de la Cerda, aotrou Gibraleon. Beziet o-daou en manati Santo Domingos en Santaren;
    • Maria Alfonso (1301-1320), leanez en Manati San Dionisio. Entre 1312 ha 1320 e reas sevel un aoter da Sant Andrev.
  • gant Maria Pires, ≪una buena mujer de Oporto≫ (ur vaouez vat eus Oporto), hervez geriou Pedro Alfonso, kont Barcelos,
    • Juan Alfonso de Portugal (c. 1295-1326), divastardet en 1317, alferez ha mayordomo mayor e dad, harp feal ar roue hag ivez hini e hantervreur Alfonso Sanchez. Lakaet e voe d'ar marv gant e vreur Afonso IV e 1326.
  • gant ur vaouez all dianav hec'h anv :
    • Fernan Sanchez (a-raok 1290-1329), dimezet da Fruilhe Anes de Soursa, divugel. Marvet e 1329 ha beziet e manati Santo Domingos das Donas en Santaren.