한국   대만   중국   일본 
Deuteriom - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Deuteriom

Eus Wikipedia
Hidrogen-2

Pennan
Anv, Simbol deuteriom, 2 H
Neutronou 1
Protonou 1
Fedou Fizikel
Bezans naturel 0,015%
hanter-vuhez 12,32 vloaz
Produ an dezintegradur
Mas atomek 2,01355321270 u
Spin 1+
Reveur a energiezh 13135,720 ± 0,001 keV
Energiezh eread 2224,573 ± 0,002 keV
Dezintegradur Energiezh ( MeV )
Dezintegradur beta 0,018590


An deuteriom (simbol 2 H pe D ) zo un izotop eus an hidrogen . 1 proton hag 1 neutron en deus.

Un izotop naturel eo. Kavet e vez (en dour mor da skouer, dindan stumm DHO pe D 2 O, an ≪ dour pounner ≫) en natur gant ur feur a 0,015% e-kenver an hidrogen. (Dre se ez eus un atom deuteriom evit war-dro 6667 atom hidrogen).

D'an temperaduriou boas ez eus ur gaz eus an deuteriom (HD pe D 2 ).

Dizoloet e voe an deuteriom e 1931 gant Harold Clayton Urey , anezhan ur c'himiour eus Skol Veur Columbia , a resevas priz Nobel ar gimiezh evit se e 1934 .

Paotet e c'hell bezan an dour pounner gant mab-den. Implijet e vez dreist-holl er reaktoriou nukleel tip Kanadian (reaktoriou tip ≪ Candu ≫), e lec'h ma vez graet gantan e-giz moderator neutronou.

Implijet e vo ivez an deuteriom er reaktoriou fuzion termonukleel kontrollet da zont, peogwir eo unan eus div elfenn bennan danvez ≪ loskus ≫ ar fuzion, pa vez eben an tritiom .

Fedou [ kemman | kemman ar vammenn ]