Deiziadur muzulmat

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Deiziadur muzulman )
Tamm eus un heuliad pennadou a-zivout

Islam
Islam
Istor Islam

Kredennou ha kustumou

Unded Doue
Diskleriadenn a feiz
Pedenn ? Yun
Karitez ? Pirc'hirinded

Pennou Bras

Mohammed
Abu Bakr ? Ali
Tiegezh Mohammed
Kompagnuned Mohammed
Profeded Islam

Testennou ha lezennou

Koran ? Sunnah ? Hadith
Barnadurezh ? Doueoniezh
Buheziou Mohammed
Charia

Skourriou Islam

Sunnit ? Chiit ? C'harijit ? Soufiegezh

Kevredigezh

Studiou islamek ? Istor
Prederouriezh ? Skiant
Arz ? Savouriezh ? Keriou
Deiziadur ? Goueliou
Maouezed ? Maouezed er C'horan
Pennou relijiel ? Politikerezh ?
Islamouriezh ? Frankizouriezh
Salafiezh

An deiziadur muzulmat , pe deiziadur islamek , eo an doare da rannan an amzer a vez implijet er broiou muzulmat . Ur gwir deiziadur loarel eo, rannet e 12 miz loar pe 12 loariad. En deiziadur-se n’eus ket 365,2425 devezh en ur bloavezh, met nebeutoc’h, dre ma ne bad al loariadou nemet 28 devezh pe war-dro (1 bloavezh heolel = 1,0307 bloavezh loarel). Abretoc’h-abretan e krog pep bloavezh eta, e-kenver an heol : war-dro 11 devezh abretoc’h bep bloaz. Ur miz, forzh pehini e vefe, en em gav en-dro d’an hevelep koulz-amzer bep 33 bloaz.

Derou an deiziadur muzulmat eo an Hijra , pa’z eas Mohammed hag e heulierien eus Mekka da Vedina er bloavezh 622 goude J.K.

Er bloavezh 638 e tivizas ar c’halif Omar ( 592 - 644 ) unvanin an deiziaduriou a oa en implij en amzer-hont e-touez ar poblou muzulmat. Divizout a reas e vefe niverennet ar bloavezhiou adalek an Hijra, a oa c’hoarvezet d’ar 16 a viz Gouere 622 goude J.K. Deiz kentan miz kentan ar bloavezh kentan eo an deiz-se (1 MuHarram 1 AH) . An deiziadur muzulmat a reer anezhan ivez deiziadur an Hijra , diwar anv tec’hadenn Muhammad eus Mekka. An deiziadou, en deiziadur-se, a skriver alies gant ar berradur AH, a dalvez Anno Hegirae , da lavarout eo, e latin, "e bloavezh an Hijra".

Anviou ar miziou en deiziadur muzulmat [ kemman | kemman ar vammenn ]

(en arabeg eman an anviou-se p'eo an arabeg yezh sakr an Islam )

  1. Muharram ul Haram (krennet e Muharram) ?????
  2. Safar ???
  3. Rabi-ul-Awwal ????
  4. Rab-ul-Akhir (pe Raby` al-THaany) ???? ???????
  5. Jamadi-ul-Awwal ??????
  6. Jamadi-ul-Akhir (pe Jumaada al-THaany) ????? ??????
  7. Rajab ???
  8. Sha'aban ??
  9. Ramadhan ?????
  10. Shawwal ?????
  11. Dhul Qadah (pe Thw al-Qi`dah) ?? ?????
  12. Dhul Hijja (pe Thw al-Hijjah) ?? ????

Anviou deiziou ar sizhun [ kemman | kemman ar vammenn ]

Diwallit, en arabeg e krog ar sizhun d'ar Sul.

  • yaum al-ahad ??? ????? (deiz kentan, Sul)
  • yaum al-ithnayna ??? ??????? (eil deiz, Lun)
  • yaum ath-thalatha' ??? ??????????? (trede deiz, Meurzh)
  • yaum al-arba`a' ??? ?????????? (pevare deiz, Merc'her)
  • yaum al-khamis ??? ???????? (pempvet deiz, Yaou)
  • yaum al-jum`a ??? ????????? (deiz ar bodad, Gwener)
  • yaum as-sabt ??? ???????? (Sadorn)

Diforc’hiou bihan pe vihanoc’h a zo etre ar broiou muzulmat. Dishenvel eo an deiziadur implijet er broiou arabek hag er broiou muzulmat all ( Indonezia , Iran …). Abalamour d’an diforc’hiou-se e c’hell bezan dishenvel deiziadou ar goueliou dre ar bed muzulmat.

Lakaat an deiziadur gregorian (AD) hag an deiziadur muzulman (AH) kenver-ha-kenver [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • AH = (AD ? 622) x 1,0307
  • AD = (AH + 641,0954) / 1,0307

Neuze :

  • An 30 a viz Here 2006 eo ar 7 Shawwal 1427 AH.
  • 1 MuHarram ( deiz kentan ar bloaz ) 1429 AH a oa d’an 10 a viz Genver 2008.
Bloaz AD Bloaz AH Miz
muzulman
2011 1432 5
2012 1433 5
2013 1434 5
2014 1435 6
2015 1436 6
2016 1437 7
2017 1438 7
2018 1439 7
2019 1440 8
2020 1441 8
Bloaz AD Bloaz AH Miz
muzulman
2021 1442 8
2022 1443 9
2023 1444 9
2024 1445 10
2025 1446 10
2026 1447 10
2027 1448 11
2028 1449 11
2029 1450 11

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]