Debrecen

Eus Wikipedia

Debrecen (distaget [?d?br?ts?n] en hungareg ) zo ur ger vras e reter Hungaria . An eil ker vrasan eo er vro, goude ar ger-benn Budapest . E 2011 e oa 208,016 a annezidi o chom enni.

Skol-veur Debrecen

Meneg zo eus Debrecen er skridou adalek ar bloavezh 1235 . Ur ger vihan e oa d’ar poent-se. E 1361 e voe roet d’an annezidi, gant roue Hungaria, ar gwir da gaout ur barner hag ur c’huzul-ker. A-benn ar XVIvet kantved e oa deuet da vezan ul lec’h a bouez evit ar c’henwerzh, gant foariou bras.

E 1848-1849 e voe, e-pad ur pennadig, ker-benn Hungaria, rak ranket en doa gouarnamant dispac’hel ar vro kuitaat Budapest. E miz Ebrel 1849 e voe embannet dizalc’hted Hungaria gant Lajos Kossuth en iliz-veur protestant Debrecen. Hogen e-kichen Debrecen ivez e c’hoarvezas dibenn ar republik dizalc’h berrbad, pa voe trec’het an dispac’herien gant ar Rusianed a roe harp da arme an Habsbourged , anezho impalaerien Aostria ha rouaned Hungaria.

Goude ar Brezel-bed Kentan e teuas Hungaria da vezan kalz bihanoc’h, gant dizalc’hidigezh Roumania, hag en em gavout a reas Debrecen tost d’an harzou. E-pad an Eil Brezel-bed e voe kalz a zistruj e Debrecen hag adsavet e voe ker goude se.

Keriou gevellet [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gevellet eo Debrecen gant ar c'heriou-man :

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .