한국   대만   중국   일본 
Darmstadtiom - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Darmstadtiom

Eus Wikipedia
Darmstadtiom
Meitneriom ? Darmstadtiom ? Roentgeniom

Pt
Ds
Taolenn beriodek, Darmstadtiom
Perzhiou hollek
Niver atomek 110
Rummad kimiek Metalou ardreuzat
Strollad 10
Trovezh 7
Bloc'h d
Tolz atomek [281]
Aozadur elektronek
Aozadur elektronek an atomou
[Rn] 5f 14 6d 9 7s 1
Dasparzh an elektronou : 2, 8, 18, 32, 32, 17, 1 [1]
(pe : 2, 8, 18, 32, 32, 16, 2)
Perzhiou atomek
Niver oksidadur (stlenn ebet)
Tredanleiegezh (stlenn ebet) (Skeul Linus Pauling)
Gremmou ionadur 1 : 955 kJ/mol
2 : (stlenn ebet)
3 : (stlenn ebet)
Skin atomek 118 pm (brasjedet)
Skin kenamsav 128 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhiou fizikel
Arvez Kaled (diouganet)
Douester (?20 °C) 27,4 g/cm 3 (brasjedet)
Teuzverk (stlenn ebet)
Bervverk (stlenn ebet)
Tredanharzusted (stlenn ebet) nΩ?m (e 20 °C)

Un elfenn gimiek eo an darmstadtiom  ; Ds eo e arouez kimiek , 110 e niver atomek ha 281,62 e dolz atomek .
Ur metal ardreuzat eo.
Un elfenn genaozet gant mab-den eo, n'he c'haver ket en natur. Skinoberiek -kenan eo an darmstadtiom.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1994 e voe kevanaozet an elfenn 110 er GSI ( Gesellschaft fur Schwerionenforschung "Krevedigezh-Enklask war an Ionou Pounner", breman GSI Helmholtzzentrum fur Schwerionenforschung GmbH "Kreizenn Helmholtz evit an Enklask war an Ionou Pounner" [2] ) e Darmstadt ( Alamagn ), gant skipailh Peter Armbruster ha Gottfried Munzenberg, dindan ren Sigurd Hofmann. Dre vombezennin plom -208 gant nikel -62 e kenderc'hjont un atom hepken eus izotop 269 an elfenn ; e-kerzh an hevelep rummad arnodennou e teujont a-benn da gaout 9 atom eus izotop 271 an elfenn dre vombezennin Pb-208 gant Ni-62 ar wezh-se. Er bloavezh 2001 e voe ar GSI anzavet evel dizoloer an elfenn 110 [3] .
An anv darmstadtium a voe kinniget gant ar GSI evit an elfenn nevez, en enor da ger Zarmstadt end-eeun ; e 2003 e voe degemeret an anv gant an IUPAC [4] .

Perzhiou [ kemman | kemman ar vammenn ]

A-c'houde ma 'z eo bet prouet ez eus ur metal ardreuzat eus ar c'hopernikiom 112 Cn e c'haller kendastum ez eus metalou ardreuzat eus an elfennou 104 ( rutherfordiom ) betek 112 ; unan e vije an darmstadtiom ivez neuze, marteze eus familh ar platin .
Gortozet eo perzhiou 110 Ds evel par da re elfennou all ar strollad 10 ( 28 Ni, 46 Pd ha 78 Pt), hogen pounneroc'h, ha stabiloc'h e niver oksidadur.
Ur metal nobl [5] e vije an darmstadtiom war a hanval.

Izotopou [ kemman | kemman ar vammenn ]

N'eus izotop stabil ebet eus Ds, en natur pe gevanaozet. Pemzek izotop zo bet kevanaozet koulskoude, skinoberiek an holl anezho.

Izotopou an darmstadtiom
Izotop % en natur Hanter-vuhez
267 Ds kevanaozet 2,8 ms
268 Ds kevanaozet 100 μ s
269 Ds kevanaozet 179 μs
270 Ds kevanaozet 100 μs
271 Ds kevanaozet 1,63 ms
272 Ds kevanaozet 1 s
273 Ds kevanaozet 170 μs
274 Ds kevanaozet 2 s
275 Ds kevanaozet 2 s
276 Ds kevanaozet 5 s
277 Ds kevanaozet 5,7 ms
278 Ds kevanaozet 10 s
279 Ds kevanaozet 0,18 s
280 Ds kevanaozet 11 s
281 Ds kevanaozet 20 s

Arver [ kemman | kemman ar vammenn ]

Hini ebet, war-bouez an enklaskou.

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Diouganet hervez hini ar platin .
  2. Lec'hienn GSI (de) (en) Liamm oberiant 16 KZU 12
  3. IUPAC (en) Liamm oberiant 22 KZU 12
  4. IUPAC (en) Liammou oberiant 22 KZU 12
  5. Ar metalou nobl : 44 Ru , 45 Rh , 46 Pd , 47 Ag , 76 Os , 77 Ir , 78 Pt hag 79 Au

Daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kimiezh | Elfennou kimiek

Rollou hervez an arouez ~ hervez an anv ? Taolenn beriodek
Taolennou an izotopou rannet ~ klok