한국   대만   중국   일본 
Cunobelinos - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Cunobelinos

Eus Wikipedia
Pezhiou Cunobelinus
Coin of Cunobelinus.

Cunobelinos ( Κυνοβελλ?νο? e gregach gant Cassius Dio ) pe Cunobelinus e latin, pe Cunobelin , a oa roue meur Brezhoned bro leziou an Tavoez , en Enez Vreizh , e fin ar c'hantved diwezhan a-raok JK , a-raok an aloubadeg roman. Roue e oa war ar bobl Catuvellauni , a oa o c'her-benn e Verulamium , tra ma oa hini ar bobl Trinovantes e Camulodunum . Anavezet eo dre ma'z eo meneget gant an istorourien roman Suetonius , a lavar Britannorum rex (Roue ar vrezhoned) anezhan, ha Cassius Dio . Kalzik a bezhiou moneiz gant e anv zo bet kavet.

Gerdarzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Deuet eo e anv da vezan Konvelen e brezhoneg ha Cynfelyn e kembraeg . Eus an anv-se (met douget gant un den all evel-just) e teufe anviou parreziou Plougonvelen ha Plougouvelen . Dont a rafe e anv eus cuno- (ki) ha Belenos , anv un doue kelt.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mab e oa da d Tasciovanos , a oa roue war ar poblou Catuvellauni ha Trinovantes ( Suffolk hag Essex a-vreman) war un dro. Pa varvas e dad e savas Cunobelinos war gador-roue ar Gatuvellauni hag ec'h embannas e-unan e oa roue-uhel Preden . E ≪ Camulodunum ≫ (hiriv Colchester ) e oa e ger-benn. Eus ar bloaz 10 betek 41 e strivas da astenn e c'halloud war ar bobl Catuvellauni. Brezelin a reas ouzh Andoco moarvat, met goude ar bloaz 20 e rene ivez war lez hanternoz ar ster Tavoez hag e krogas da astenn e c'halloud war hanternoz, goude distroadet Verica war-dro 40.

Mat e oa e zarempredou gant an impalaeriezh roman . Ren a reas betek aloubadeg an impalaer Glaoda I an , e 43 kent J.-K. . Hervez Cassius Dio [1] e oa tad da Garatacos a gasas ar brezel a-enep lejionou Aulus Plautius , ha da Dogodumnos , lazhet e-kerzh emgann-veur Medway , e 43.

Lennegezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

E anv a zo bet kemeret gant Shakespeare evit e drama  : The Tragedy of Cymbeline, King of Britain , gant Shakespeare war-dro 1611.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]