한국   대만   중국   일본 
Crida a la Solidaritat en Defensa de la Llengua, la Cultura i la Nacio Catalanes - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Crida a la Solidaritat en Defensa de la Llengua, la Cultura i la Nacio Catalanes

Eus Wikipedia

Crida a la Solidaritat en Defensa de la Llengua, la Cultura i la Nacio Catalanes ("Galv a Gengred evit Difenn Yezh, Sevenadur ha Broad Katalonia") anvet ivez Crida a la Solidaritat ("Galv a Gengred") pe eeunoc'h c'hoazh la Crida ("Ar Galv") a oa ul luskad broadelour katalanek bet krouet e Skol-Veur Barcelona d'an 18 a viz Meurzh 1981 evit stourm a-enep da Vanifesto an 2.300 ( Manifest dels 2.300 ) hag a disklerias bezan a-enep da lakaat ar c'hatalaneg da vezan yezh boas ar vro.

D'ar 24 a viz Mezheven 1981 e oa bet aozet gant "Ar Galv" ur vanifestadeg veur er Camp Nou a-enep d'ar Manifesto, bodet enni 100.000 a dud.

A-hed ar blaovezhiou 1980 e voe aozet gant "Ar Galv" oberiou a bep seurt evit rein lusk d'ar c'hatalaneg o sevel o mouezh a-enep da embregerezhiou pe tud all ma veze gwalldiforc'het ar yezh gante herveze.