한국   대만   중국   일본 
Costanza d'Altavilla (1154-1198) - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Costanza d'Altavilla (1154-1198)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Constanza Ian Sikilia )
Ur pennad Costanza d'Altavilla zo ivez.
Costanza d'Altavilla
Herri VI ha Costanza d'Altavilla, hervez al Liber ad Honorem Augusti , gant Petrus de Ebulo , 1196).

Costanza d'Altavilla , pe Constance de Hauteville (1154 - 1198) a oa ur brinsez norman eus Sikilia , hag ac'h eas da impalaerez santel .

Merc'h dalif e oa da Ruggero II , roue Sikilia , ha d'e drede pried Beatrice di Rethel (1135 - 1185).

Hervez ur vojenn-bobl lec'hel, deuet dre Giovanni Villani hag adkemeret gant Dante ha re all, he dije bet c'hoantaet Costanza mont da leanez. Sur avat e seblant ne oa ket dimezet c'hoazh da dregont vloaz, un dra ral en amzer-hont.

E 1172 e varvas he niz yaouankan Enrico di Capua, ma teuas Costanza da vezan pennherez he niz henan, ar roue Guillermo II. Hennezh ne zimezas nemet e 1177, hag a chomas divugel. Hervez Abulafia (1988) ne welas ket Guillermo e c'halle unvanin kurunennou Alamagn ha Sikilia dont da wir. N'en doa ken mennad nemet kreenvaat an emglev gant un enebour kozh d'ar galloud norman en Italia. Un dra avat n'ouzer ket eo perak e chomas keid-all hep klask pried d'e voereb .

Gant he niz ar roue Guiglielmo II eta e voe roet Costanza da zimezin da Herri Hohenstaufen (1165-1197), mab an impalaer santel Friedrich Barbarossa (1186). Mervel a reas an niz roue, divab ha dibennher, en 1189, ma savas bec'h er rouantelezh da c'houzout gant piv ez aje ar gurunenn neuze. Herri a gave dezhan e ranke mont gantan, dre e eured da Gostanza. Ha Costanza a voe prizoniet gant an Norman Tancredi de Lecce , ha hennezh a voe kurunennet e Palermo e derou 1190.

Costanza, prizoniet e Salerno , a voe degaset da Balermo, ha kaset da Naplez goude, a-raok bout dieubet gant he fried, Herri Hohenstaufen, pa voe trec'h war Tancredi, ha lakaet war e benn kurunennet ar rouaned, ken ar fin, d'ar 25 a viz Kerzu 1194 ; ha setu Costanza rouanez Sikilia.

N'hallas ket Costanza mirout ouzh freuz ha reuz ha skrap an eneze gant armeou german he fried, na dial ar roue ouzh an uhelidi norman. met pa varvas Herri en 1197 e kasas un toullad aotrounez alaman kuit d'o bro en-dro.


Mamm an danvez-roue Friedrich Hohenstaufen , ≪ stupor mundi ≫, ha mervel a eure prestik war-lerc'h he fried, d'ar 27 a viz Du 1198, goude fiziet rejans rouantelezh Sikilia d'ar pab Inosant III dre destamant.