Christina Ricci
(ganet d'an
12 C'hwevrer
1980
) a zo un aktorez amerikan. Anavezet ha meulet e voe Ricci da gentan abalamour d'he ferzhiou evel bugel er film
The Addams Family
(1991) hag an heuliad anezhan
Addams Family Values
(1993), ma c'hoarias perzh Wednesday Addams, hag er film
Casper
(1995). Tremen a reas Ricci da berzhiou gouroc'h e-barzh ar filmou
The Ice Storm
(1997), ha
The Opposite of Sex
(1998), ma voe anvet evit ar
Golden Globe
evel aktorez wellan. Kenderc'hel a reas d'ober berzh gant perzhiou deuet mat gant an dud e-barzh
Sleepy Hollow
(1999) ha
Monster
(2003).
Gwelet e voe Ricci er filmou
Black Snake Moan
(2007),
Penelope
,
Speed Racer
(2008),
New York, I Love You
(2009), ha
After.Life
(2009) e-tal
Liam Neeson
.