Chosun Ilbo

Eus Wikipedia
Logo ar gazetenn Chosun IIbo
Chosun Ilbo
kazetenn
Deiziad krouin 5 Meu 1920   Kemmañ
Titl 朝鮮日報   Kemmañ
McCune-Reischauer romanization Chos?n Ilbo   Kemmañ
Revised romanization Joseon Ilbo   Kemmañ
Stad Republik Korea   Kemmañ
Ideologiezh politikel national conservatism   Kemmañ
Sez sokial Seoul   Kemmañ
Bro orin Republik Korea   Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anv koreaneg , saozneg , yezhou sinaek , japaneg   Kemmañ
Newspaper format broadsheet   Kemmañ
Lec'hienn ofisiel https://www.chosun.com/   Kemmañ

Chosun Ilbo ( hangeul  : 朝鮮日報 ; hanja  : 朝鮮日報 "Pemdeziek Korea") zo unan eus teir c'hazetenn bemdeziek vrasan Korea ar Su .

Krouet eo bet er bloaz 1920 gant Sin Sogu, he c'hentan prezidant o vezan Jo Jin-Tae, just war-lec'h emsavadeg ar 1an a viz Meurzh 1919 a-enep dalc'hidigezh Korea gant Japan . Mirour eo he zu politikel .

Gant e embregerezh Digital Chosun e ra Chosun Ilbo war-dro al lec'hienn gelaouin Chosun.com hag a ro tro da lenn a gazetenn en-linenn e saozneg , e sinaeg hag e japaneg .

Chosun.com zo bet lakaet da lec'hienn-gelaouin gentan Korea ar Su gant Rankey.com , al lec'hienn gorean enklask war ar Genrouedad .

Er gazetenn c'hall Courrier international e kaver troidigezh lod testennou bet embannet e Chosun Ilbo.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Krouidigezh, 1919-1929 [ kemman | kemman ar vammenn ]

E miz Gwengolo 1919, c'hwec'h mizvezh goude emsavadeg vroadelour gorean ar c'hentan a viz Meurzh enep dalc'hidigezh Korea gant Japaniz ha da heul Diskleriadur dieubidigezh Korea e voe krouet ar "Gevredigezh unvanin evit sevenin ar Chosun Ilbo" a oa he fal genel ar gazetenn Chosun Ilbo.

E miz Here 1919 e voe embannet splann paliou ar gevredigezh hag, a-drenv ar gazetenn da zont, "krouidigezh hag emled ur sevenadur nevez".

D'ar 5 a viz Meurzh 1920 e voe krouet ar gazetenn gant Sin Sogu, ha Jo Jin-Tae evel kentan prezidant [1] .

Ar gazetenn nevez-krouet a ro tro da lenn testennou flemmus ha taer a-enep politikerezh ar gouarnamant korean tuet gant Japan.

Miz goude embannadur kentan ar gazetenn, er pevare niverenn deiziadet d'an 28 a viz Ebrel , Chosun Ilbo a voe lakaet bec'h warni goude un destenn a save enep dimezin ret ar prins Kim Yeong-chin gant ar brinsez japanaat Yi Pang-Ja (Ri Masako e japaneg ).

Adal ar 15 a viz Eost 1920 ha donedigezh Yu Mun-hwan da zanvez prezidant Korea e krogas ar brezel etre ar gazetenn Chosun Ilbo ha kontrollerezh impalaeriezh Japan. Meur a wech e voe diembannet Chosun Ilbo goude un destenn digerin titlet ≪ natur ar 27 a viz Eost ≫, a roe da anavezout feulster an archerien genlabourerien d'an impalaeriezh japanat ha feulster lu Japan diwar goust ar Goreaned. Ar wech kentan en istor ar c'hazetennerezh korean e voe ma weled ur berz embann ouzh ur gazetenn.

Tri devezh goude ma vefe adroet ar gwir da embann e krogas un eil emgann etre ar gazetenn Chosun Ilbo ha kontrollerezh impalaeriezh Japan dre embannadur un destenn anvet ≪ Perak ez eo bet diembannet hor gazetenn gant ar gouarnamant hollek ? ≫ d'ar 5 a viz Gwengolo 1920. Ar gazetenn a voe nac'het he embann ur wech c'hoazh evit un mare didermen.

D'an 9 a viz Ebrel 1921 e voe dilennet Nam Gung-Hun da drede prezidant ar gazetenn Chosun Ilbo. Dindan e gemenn e voe tizhet milvet embannadur ar gazetenn d'ar 6 a viz Even 1923 . Ar gazetenn a voe ouzhpennet dezhi ha d'ar strollad kazetennerien ur strollad skridaozan d'an 28 a viz Even , talvoudus e voe dre ma tegasas un hent a-vicher.

D'an 22 a viz Gouere 1924 e voe un embann rannvroel eus Chosun Ilbo, 4 fajenn enni, e Kyungbuk .

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]