한국   대만   중국   일본 
Chavouot - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Chavouot

Eus Wikipedia
Dansou evit Chavouot en Israel e 2009

Chavouot pe Shavuot ( (he) ??????????, "Sizhuniou"; (yi) Shovues ) zo anavezet evel Gouel ar Sizhuniou pe alies Pantekost ( (grc) Πεντηκοστ?). Ur gouel yuzev eo, lidet d'ar 6 a viz Sivan (hanter-miz Mae - hanter miz Even ). Daou natur a zo d'ar gouel : merkan a ra eostin ar gwinizh e douar Israel ( Ermaeziadeg 34:22) ha lidan a ra koun roadenn an Torah a-berzh Doue d'an Israelited e Menez Sinai - goude ma n'eo ket skrivet al liamm-se ger-ha-ger en Torah.

Unan eus an tri gouel pirc'hirinaj eo. Merkan a ra fin kontan an Omer ha liammet eo e zeiziad ouzh Pesac'h . Goulenn a reer en Torah komans da gontan seizh sizhun an Omer adalek eil devezh Pesac'h. Kontan a reer an deiziou hag ar sizhuniou evit diskouez emeur o c'hortoz an Torah. Da Besac'h eo dieubet an dud eus ar sklavidigezh, da Chavouot eo roet an Torah dezho ha mont a reont da vroad a stag da servij Doue . Un devezh e pad ar gouel en Israel ha daou zevezh en diaspora .