Charlez Bleaz
a voe anvet da
zug Breizh
gant ar roue gall
Fulup VI
e 1341, hag a chomas dug betek e varv e
1364
.
Ganet e oa e
1319
e
Chatillon
. E dad a oa
Guy de Chatillon
hag un niz d'ar roue gall e oa Charlez, kont
Bleaz
. Klask a reas ren dugelezh Breizh pa voe dimezet e
1337
da
Janed Pentevr
, nizez d'an dug
Yann III
marvet divugel e
1341
. Stourm a reas a-enep ur goulenner all,
Yann Monforzh
, hantervreur da Yann III ha harpet gant roue
Bro-Saoz
.
Yann Monforzh
a yeas da c'houlenn skoazell digant pennou an
Naoned
hag e kemeras
tenzor
an
dugelezh
. Soutenet e voe gant keriou domani an dug, met ne voe ket resevet mat e
lez
ar roue Fulup VI. Dre
zisentez Conflans
e embannas ar roue e anaveze gwiriou Janed Pentevr ha re he fried. Mont a reas
Yann Monforzh
da glask souten ar roue saoz
Edouarzh III
. Koll a reas e zugelezh Monforzh e-kichen
Pariz
, met roet e voe gant Edouarzh "Enor" Richmond, un tiriad saoz a sachas kalz a arc'hant anezhan.
Dont a reas
Yann
, dug
Normandi
, mab d'ar roue gall, da lakaat seziz war an
Naoned
ha pa oa klouaroc'h souten ar vourc'hizien ez eas Yann Monforzh da
Bariz
da c'houlenn ober emglev gant ar roue. Heman a lakaas Yann en
toull-bac'h
ha renet e voe an dugelezh gant Charlez Bleaz.
E
1342
e kemeras
Roazhon
ha mont a reas da vestronian ar c'heriou all a chome dindan dalc'h gwreg Yann Monforzh, an dugez
Janed Flandrez
. Houman a zifennas An
Henbont
gant harp ar
morlu
saoz
, met Charlez Bleaz a gemeras
An Alre
,
Gwened
,
Gwenrann
hag
Ar Groazig
.
E
1347
eo bet paket Charlez Bleaz gant ar Saozon er
Roc'h-Derrien
. Toullbac'het e
Bro-Saoz
, e c'hounezas e frankiz en ur lezel e vugale evel gouestlidi war e lerc'h.
Hiriv eman e relegou en iliz
Gras-Gwengamp
.