한국   대만   중국   일본 
Charles Maurras - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Charles Maurras

Eus Wikipedia
Charles Maurras (1925)

Charles Maurras , ganet d'an 20 a viz Ebrel 1868 e Martigues ( Provans ) hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Du 1952 e Saint-Symphorien-les-Tours ( Indre-et-Loire ), a oa ur c'hazetenner, prederour, politikour, ha barzh gall, ezel eus an Akademiezh c'hall . Brudet eo abalamour d'e sonjou enepyuzev, broadelour, a reer nationalisme integral anezho.

Perzh a gemeras el luskad Felibrige , agnostek e oa e-pad e yaouankiz. Goustadik e oa aet war-zu ar gatoligiezh. E penn ar gazetenn L'Action francaise , kazetenn al luskad roueelour Action Francaise , e oa gant Leon Daudet , Jacques Bainville ha Maurice Pujo . An Action Francaise a oa ul luskad broadelour hag enep-reveulzier ha sevel a rae a-du gant distro ar vonarkiezh dre herezh, enep ar parlamant, enepyuzev ha digreizennet. Stourm a rae enep an hiniennelouriezh hag ar pezh a anve "Stadou er Stad". Gant harp Maurras, an Action Francaise a zeuio da vezan ar strollad politikel ha speredel krenvan eus an tu dehou pellan da vare an Trede Republik . Krouer mennad ar vroadelouriezh hollek ( nationalisme integral ) eo Maurras.

E-pad an Eil Brezel-bed e voe enebet ouzh an Trede Reich met harpan a rae Renad Vichy . Goude ar brezel e voe rebechet dezhan ar fedou-se ha kondaonet e voe d'an toull-bac'h da viken d'an 28 a viz Genver 1945 . Abalamour d'ar gondaonidigezh-se e voe skarzhet kerkent eus an Akademiezh c'hall (gortozet e voe e varv evit lakaat un den all en e blas) ha skarzhet e voe ivez eus al luskad Felibrige .

Arroudou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • "L'entreprise raciste est certainement une folie pure et sans issue" [1]

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Action francaise , 15/07/1936