Caroline Matilda Breizh-Veur
, pe
Caroline Mathilde von Hannover
, pe
Caroline Matilda of Great Britain
(pe
of Wales
) e saozneg (
1751
-
1775
), ganet e
Leicester House
e
Londrez
, a oa ur brinsez saoz hag a voe
rouanez Danmark
ha
Norge
adal
1767
betek
1772
.
Merc'h e oa da
Frederick, Prins Kembre
ha d'ar brinsez
Augusta von Sachsen-Gotha
. He zad a oa mab henan ar roue saoz
George II
(
1683
-
1760
).
Tri miz a-raok d'he mamm genel anezhi e varvas he zad. Se zo kaoz ne renas morse.
Caroline Mathilde a voe roet dezhi anviou-badez he moereb, ar brinsez
Caroline Breizh-Veur
(
1713
-
1757
). Savet e voe gant he mamm, war ar maez, pell diouzh al lez. Plac'h didro ha diorbid e oa, troet gant ar marc'hegan, hogen desket ganti komz
italianeg
, galleg hag alamaneg, ha kanerez a zoare.
He breur
George
neuze eo a voe roue war-lerc'h o zad-kozh.
Dimezet e voe e miz Du
1766
, ha hi pemzek vloaz, d'he c'henderv
Christian VII
,
Roue Danmark
, seitek vloaz dezhan. Hennezh a oa kollet e spered, ha dilezel a rae e bried da vont da redek
fouzhlec'hiou
e ger-benn.
Ne oa ket gwall goant, met ur vaouez plijus e oa, ha hervez ar vrud e sache warni sellou ar baotred hep dihunin gwall deodou ar merc'hed. Daoust da se ne oa ket gwall garet e lez Danmark. Mignonez e oa d'he
dimezell a enor
,
Louise von Plessen
, a gave mezhus doareou mignoned ar roue, hag a labouras da droc'han al liammou etre Caroline Matilda hag he fried. Kement-se ne oa ket diaes d'ober rak he gwaz n'he c'hare ket ha brud en devoa da vout paotretaer.
Ar rouanez kaezh a droas he sellou neuze ouzh medisin ar roue,
Johann Friedrich Struensee
, deuet da vout kentan ministr.
E 1772 e voe torret dimezin ar roue ha Caroline Mathilde. Struensee a oa bet o klask modernaat ar stad a voe harzet ha dibennet. Ar roue Christian a sinas an urzhiou hep kompren, dindan levezon e
lezvamm
Juliane Marie
, ha ne glaske nemet terrin e eured. Caroline Matilda a viras an titl hag a gollas he bugale.
Daou vugel he doe, bugale d'ar roue hervez al lezenn :
Mervel a reas e 1775, da dri bloaz warn-ugent, e kastell Celle, en Alamagn, e
Rouantelezh Hannover
, a oa d'he breur,
George III
,
roue Bro-Saoz
.