Caroline Mathilde von Hannover

Eus Wikipedia
Caroline Mathilde von Hannover.
Caroline Mathilde von Hannover (1751?1775), rouanez Danmark ha Norge .

Caroline Matilda Breizh-Veur , pe Caroline Mathilde von Hannover , pe Caroline Matilda of Great Britain (pe of Wales ) e saozneg ( 1751 - 1775 ), ganet e Leicester House e Londrez , a oa ur brinsez saoz hag a voe rouanez Danmark ha Norge adal 1767 betek 1772 .

He buhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Merc'h e oa da Frederick, Prins Kembre ha d'ar brinsez Augusta von Sachsen-Gotha . He zad a oa mab henan ar roue saoz George II ( 1683 - 1760 ).
Tri miz a-raok d'he mamm genel anezhi e varvas he zad. Se zo kaoz ne renas morse.
Caroline Mathilde a voe roet dezhi anviou-badez he moereb, ar brinsez Caroline Breizh-Veur ( 1713 - 1757 ). Savet e voe gant he mamm, war ar maez, pell diouzh al lez. Plac'h didro ha diorbid e oa, troet gant ar marc'hegan, hogen desket ganti komz italianeg , galleg hag alamaneg, ha kanerez a zoare.

He breur George neuze eo a voe roue war-lerc'h o zad-kozh.

Dimezin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dimezet e voe e miz Du 1766 , ha hi pemzek vloaz, d'he c'henderv Christian VII , Roue Danmark , seitek vloaz dezhan. Hennezh a oa kollet e spered, ha dilezel a rae e bried da vont da redek fouzhlec'hiou e ger-benn.

Ne oa ket gwall goant, met ur vaouez plijus e oa, ha hervez ar vrud e sache warni sellou ar baotred hep dihunin gwall deodou ar merc'hed. Daoust da se ne oa ket gwall garet e lez Danmark. Mignonez e oa d'he dimezell a enor , Louise von Plessen , a gave mezhus doareou mignoned ar roue, hag a labouras da droc'han al liammou etre Caroline Matilda hag he fried. Kement-se ne oa ket diaes d'ober rak he gwaz n'he c'hare ket ha brud en devoa da vout paotretaer.

Ar rouanez kaezh a droas he sellou neuze ouzh medisin ar roue, Johann Friedrich Struensee , deuet da vout kentan ministr.

E 1772 e voe torret dimezin ar roue ha Caroline Mathilde. Struensee a oa bet o klask modernaat ar stad a voe harzet ha dibennet. Ar roue Christian a sinas an urzhiou hep kompren, dindan levezon e lezvamm Juliane Marie , ha ne glaske nemet terrin e eured. Caroline Matilda a viras an titl hag a gollas he bugale.

He bugale [ kemman | kemman ar vammenn ]

Daou vugel he doe, bugale d'ar roue hervez al lezenn :

He marv [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mervel a reas e 1775, da dri bloaz warn-ugent, e kastell Celle, en Alamagn, e Rouantelezh Hannover , a oa d'he breur, George III , roue Bro-Saoz .

Pennad kar [ kemman | kemman ar vammenn ]