Caracalla

Eus Wikipedia
Caracalla, penn ha bruched ( Mirdi al Louvre )

Caracalla ( 4 a viz Ebrel 186 - 8 a viz Ebrel 217 ), anvet Septimius Bassianus da gentan, ha Marcus Aurelius Severus Antoninus Augustus goude, a voe impalaer roman eus 211 da 217 , war-lerc'h e dad Septimius Severus [1] Bez' e voe unan eus an Impalaerien roman ar muian troet da drelatin. [2] , [3] .

E zarempredou gant e vreur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Darvoudou meur e ren [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 198 e voe anvet Caracalla da Augustus , evel e dad, da lavarout eo da genimpalaer ; e 209 e voe anvet e vreur Geta da Augustus ivez.

Sed a c'hoarvezas e-kerzh e ren:

  • savidigezh Constitutio Antoniniana , a roe ar geodedouriezh d'an dud disklav en impalaeriezh evit kreskin an arc'hant dastumet gant an tailhou;
  • bihanaat ar c'hementad arc'hant er pezhiou moneiz roman (eus 25%) evit paean al lejionou;
  • savidigezh ur pezh kibelldi e-maez ker Roma, a c'haller gwelout an dismantrou anezhan hiziv c'hoazh.

E varv [ kemman | kemman ar vammenn ]

Caracalla a zeuas da vezan un tirant a sachas war e gein kasoni ar bobl, hogen karet gant e soudarded.

P'edo o vont a Edesse da Parthia da vrezelin e voe lazhet e-kichen Harran d'an 8 a viz Ebrel 217, gant Martialis a roas un taol kleze dezhan. Ar prefed Macrinus , a oa diskred en doa aozet ar muntr (gant gwir abeg), a renas war e lerc'h.

Devet e voe korf Caracalla ha lakaet e ludu e Mausoleon Hadrian.

En Istor Breizh [ kemman | kemman ar vammenn ]

En Historia Regum Britanniae ar C'hembread Jafrez Menoe [4] eo meneget e anv, el levrenn V, evel Bassianus , ha Breizhadez e vije e vamm, pa oa Romanez hini e vreur.

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. "Caracalla" The New Zealand Oxford Dictionary . Tony Deverson. Oxford University Press 2004. Oxford Reference Online. Oxford University Press.
  2. "Caracalla" A Dictionary of British History . Ed. John Cannon. Oxford University Press, 2001. Oxford Reference Online. Oxford University Press.
  3. "Caracalla" World Encyclopedia . Philip's, 2005. Oxford Reference Online. Oxford University Press.
  4. Troidigezh ar skrid e saozneg: http://www.yorku.ca/inpar/geoffrey_thompson.pdf .

Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Life of Caracalla ( Historia Augusta at LacusCurtius: Latin text and English translation)
En e raok 
Septimius Severus
Impalaer Roman
198 ? 217
a-gevret gant
Septimius Severus (198 ? 211)
ha
Geta (209 ? 211)
War e lerc'h
Macrinus
En e raok 
Septimius Severus
Dinastiezh Severus
198 ? 209 a-gevret gant Septimius Severus
209 ? 211 a-gevret gant Septimius Severus ha Geta
C'hwe ? Kerzu 211 a-gevret gant Geta
Kerzu 211 ? 217 e-unan
War e lerc'h
Elagabalus
En e raok 
Geta
Rouaned vojennel Enez Vreizh War e lerc'h
Interregnum
-
Carausius