COVID-19

Eus Wikipedia
COVID-19
emerging communicable disease , atypical pneumonia , class of disease
Anv ofisiel coronavirus disease   Kemmañ
Den heverk Zhang Jixian , Zhong Nanshan   Kemmañ
Darvoud-alc'hwez Klenved-red Wuhan   Kemmañ
Abeg pennan SARS-CoV-2   Kemmañ
Mare ma oa dizoloet pe ijinet Kerzu 2019   Kemmañ
Location of discovery Wuhan   Kemmañ
Dibarder mezegel infectious diseases , pulmonology , virology , epidemiology , emergency medicine   Kemmañ
Medical examination reverse transcription polymerase chain reaction , ELISEA , tomografiez jedet , polymerase chain reaction , COVID-19 rapid antigen test   Kemmañ
Hashtag COVID19   Kemmañ
Has natural reservoir mink   Kemmañ
Dezverket dre contagiousness , COVID-19 mortality   Kemmañ
Istor timeline of the COVID-19 pandemic   Kemmañ
Subject has role acute respiratory distress syndrome   Kemmañ
Manifestation of disease X   Kemmañ
Handled, mitigated, or managed by treatment of COVID-19   Kemmañ
ID en Thesaurus NCI C171133   Kemmañ
Wikipedia ne ro ket aliou mezegel pe yec'hedel
Titourou diamzeriet pe ziwir a c'hall bout er pennad-man. Un den a-vicher hepken war ar vezegiezh a c'hall rein un ali mezegel deoc'h, ha pennadurezhiou yec'hedel ho pro hepken zo anadouek war ar rein kemennou a-fet yec'hed foran evit a sell bedreuziad COVID-19 e 2019-2020 .
Diwar-benn ur c'hlenved eo ar pennad-man. Gwelit Bedreuziad COVID-19 e 2019-2020 m'emaoc'h o klask deskrivadur bedreuziad ar C'hCOVID-19, SARS-CoV-2 m'emaoc'h o klask deskrivadur ar viruz.
Displegadenn ar c'hudennou degaset gant ar c'hCOVID-19.

Klenved ar c'hurunviruz 2019 , berraet e COVID-19 ( COronaVIrus Disease 2019 e saozneg ), a zo ur c'hlenved poreus c'hoarvezet gant ur viruz anvet SARS-CoV-2 . Kiriek eo da klenved-red Wuhan e Sina ha da bedreuziad kurunviruz 2019-2020 war e lerc'h.

Goradur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gounervezh COVID-19 a vije war-dro 5 deiz, etre 3 ha 7 deiz peurliesan. Da ouzhpenn 1% eus an dud e ya hiroc'h eget 14 deiz, hag e padfe betek 24 deiz ezreol. An ABY a ouie dija a-raok ar bedreuziad e 2020 e oad tredizhus a-raok vije an anzonou gweladus, evel ar grip , bet studiet kurunviruzou all gantan.

Treuzkas [ kemman | kemman ar vammenn ]

E kreiz miz Kerzu 2019 eo deuet an treuzkas etredenel hervez The New England Journal of Medicine [1] .

Ur metrad zo a-walc'h, evit-doare, d'en em warezin ouzh ar viruz, ha daou vetrad zo suroc'h. Ar masklou gwarezin a zo efedus pa lakaer an diarbennou yec’hedoniel all da bleustrin ivez (gwalc’hin an daouarn, h.a.) [2] .

Azonou kunv pe azon ebet a vez gant ar vugale gontammet peurliesan, tredizhus int avat. Dindan 0,5% eman riskl marv an dud dindan 50 vloaz, 8% eo d'ar re a-us 70 bloaz. Ur riskl dibarek poread grevus zo gant ar merc'hed dougerez.

Vaksinou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Meur a vaksin efedus zo a-enep ar C’hovid-19 [3] . Lod anezho a ra gant trenkenn ribonukleek kannad, lod all gant virused diaktivet, pe c’hoazh proteinou adkevredek.

Notennou ha daveou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. (en) Qun Li, Xuhua Guan, Peng Wu ha Xiaoye Wang, ≪ Early Transmission Dynamics in Wuhan, China, of Novel Coronavirus?Infected Pneumonia ≫, New England Journal of Medicine ,? 29 a viz Genver 2020, NEJMoa2001316 (ISSN 0028-4793 et 1533-4406, DOI 10.1056/NEJMoa2001316, gwelet d'ar 5 a viz C'hwevrer 2020).
  2. (fr) Maladie a coronavirus 2019 (COVID-19) : masques . Organisation mondiale de la Sante.
  3. (fr) Maladie a coronavirus 2019 (COVID-19) : vaccins . Organisation mondiale de la Sante.