Poellgor studian ha liamman interestou Breizh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus CELIB )

Krouet eo bet an aozadur lobian Poellgor studian ha liamman interestou Breizh (anvet Comite d'etude et de liaison des interets bretons e galleg, pe c'hoazh CELIB ) d'an 22 a viz Gouere 1950 e Kemper gant ur strolladig tud, Rene Pleven , Joseph Martray ha Joseph Halleguen en-o zouez. Ar pal a oa profitan eus endro politikel hag ekonomikel ar prantad (adsavadur goude an eil brezel bed , raktres Marshall ) evit diorren Breizh en he fezh (pemp departamant), gwarezin he sevenadur ha digerin hent an digreizennerezh e Frans war memes tro. Anvet e voe CLIB (Comite de liaison des Interets Bretons) er penn kentan, a-raok dibab diazezan hec'h obererezh war studiadennou sirius a-drugarez da dud evel Michel Phlipponneau peurgetket.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Fall oa stad ekonomikel Breizh goude ar brezel. E-kerzh dilennadegou 1951 evit ar Bodadenn vroadel Frans e yeas izili ar CELIB e darempred gant an holl re a oa war ar renk evit kas war-raok mennozh un emglev kannaded eus pep kostezenn evit stourm evit diorroadur Breizh. An holl en diavaez eus ar gomunourien a asantas. Statudou ar gevredigezh hervez lezenn 1901 a voe kaset d'ar prefeti d'an 30 a viz Here hag embannet e voe he c'hrouidigezh war gazetenn ofisiel republik Frans (Journal Officiel de la Republique Francaise) d'an 23 a viz Du . Arc'hantet oa gant ar pemp kuzul departamant. Rene Pleven a voe anvet prezidant, skoazellet gant tri bezprezidant : Paul Ihuel , kannad MRP ( Mouvement Republicain Populaire ) ar Mor-Bihan , Andre Morice , eus ar Parti Radical , kannad Liger-Izelan , ha Francois Tanguy-Prigent , kannad sokialour Penn-ar-Bed .Miziek e oa emgav ar gannaded hag ar senedourien.

Tamm-ha-tamm e vodas an aozadur tud oberiant a-bep seurt en tu-hont d'an disrannou. En e grenvan e voe er bloavezhiou 1960. D'ar mare-se edo er CELIB an holl gannaded ha senedourien, ar pemp kuzul departamant, 1200 kumun, ar c'heriou bras en-o zouez, an holl sindikadou gopridi ( CGT , CFDT , FO , CFTC ), an aozaduriou patromed, ar c'hambrou kenwerzh ha greanterezh, ar c'hambrou micheriou, ar skoliou-meur hag ar c'hevredigezhiou a zifenne sevenadur Breizh...

E 1952 e voe savet un danevell a-zivout kempennadur Breizh gant ar CELIB. Degemeret e 1956 gant ar c'hKomite rannvroel a ziorroadur ekonomikel ( Comite regional d'expansion economique ) e voe implijet an danevell gant Guy Mollet evit ar Programm obererezh rannvroel embannet d'an 13 a viz Gouere 1956.

Pouezan a rae ar programm-se war diorroadur al labour-douar, hini ar greanterezh, hini an obererezhiou a vor, hini an douristelezh... Kevredad diorroadur rannvroel (SDR Societe de Developpement regional ) Breizh hag ar C'hevredad armerzh kemmesk evit terkerezh hag aveerezh Breizh ( SEMAEB Societe d'economie mixte pour l'amenagement et l'equipement de la Bretagne) a voe krouet e 1957.

Ar raktres evit hentou Breizh, krouidigezh ar C'homisionou diorroadur ekonomikel ranvroel ( CODER , Commissions d'expansion economique regionale ) e 1964, diorroadur an ijinerezh agrobouedel, staliadur labouradegou evel hini Citroen e Roazhon e 1961 pe Le Joint francais e Sant-Brieg e 1963 a c'hell bezan gwelet evel frouezh levezon ar CELIB.

Koulskoude e tigreske al levezon-se abaoe ar bloavezh 1958 pa yeas un toullad pennou-bras eus tu ar Vvet Republik. Ma voe krouet e 1959 21 "Rannvro a brogramm" e voe roet da Vreizh bevennou ar "Rannvro ekonomikel" bet krouet gant Vichy hep al Liger-Izelan. Daoust da vodadeg veur ar CELIB bezan votet ur raktres "Lezenn ar brogramm evit Breizh" bet prientet gant Michel Phlipponneau en Oriant e 1962, ne reas netra ar gouarnamant.

Er bloavezhiou 1970 e klaskas tud evel Georges Lombard adlansan ar CELIB. Ul "Levr Gwenn" , programm klok evit diorrodaur Breizh gwelet evel ur c'hevredad broiou a voe embannet e 1971. Ne voe ket dalc'het kalz a gont eus al labour-se gant ar vodadenn rannvro. N'heller ket kenverian levezon a aozadur-se gant hini CELIB ar bloavezhiou 1950-1960. Perzh en deus bet koulskoude e sinadur ar Garta sevenadurel e 1977 gant Valery Giscard d'Estaing . Sinet eo bet ar garta gant ar Stad, kuzul rannvroel Breizh hag ar pemp kuzul departamant (gant hini Liger-Atlantel) hag anavezout a rae talvoudegezh ar brezhoneg ha sevenadur Breizh.

E 1972 e voe "adkrouet" an enor bet krouet gant an Dug Yann IV war atiz Georges Lombard evit enorin Rene Pleven . Resevet en deus heman Kolier an Erminig d'an 29 a viz Gwengolo 1972.

Aet eo da get ar CELIB e penn kentan ar bloavezhiou 1980. Kemmet eo bet an endro politikel ha melestradurel d'ar mare-se. Deuet eo ar rannvroiou da vezan strollegezhiou lec'hel, krouet ez eus bet kuzuliou armerzhel a sokial er rannvroiou... Aozaduriou 'zo a glask kemer lod pe lod eus kefrediou ar CELIB, klevet e vez a vare da vare komz eus spered ar CELIB met en ur prantad all emeur.

Mammennou [ kemman | kemman ar vammenn ]