Burgonded

Eus Wikipedia
Rouantelezh Burgondia 000 e 443 hag 000 e 476

Unan eus poblou german ar reter e oa ar Vurgonded . Sonjal a reer e oant divroet eus douar-bras Skandinavia da enez Bornholm , er Mor Baltel , un enezenn a zeu hec’h anv eus an norseg Burgundarholmr , "Enez ar Vurgonded" ; alese ez ejont goude da zouar-bras Europa .

Ar menegou kentan eus ar Vurgonded gant ar Romaned o laka da vezan unan eus pobladou german ar reter. Diwar an enklaskou henoniezh a zo bet graet en enez Bornholm e sonj d’an istorourien e oant aet kuit alese war-dro ar bloaz 300 goude J.K.

Er bloaz 369 e voent galvet gant an impalaer roman Valentinian Ian da vont d’e sikour en e vrezel enep ur bobl c’herman all, an Alemanned . D’ar c’houlz-se e oa ar Vurgonded o vevan e traonienn ar ster Wisła moarvat.

Vvet kantved [ kemman | kemman ar vammenn ]

E derou ar V vet kantved , pa oa bet tennet soudarded eus harzou an Impalaeriezh roman evit mont da vrezelian a-enep ar Wizigoted , e voe treuzet ar ster Roen gant tud eus meur a bobl c’herman, Alaned , Vandaled ha Burgonded. En em stalian a reas ar Vurgonded, da vat, e traonienn ar Roen, ha sevel eno ur rouantelezh a oa he c’her-benn e Worms . Eno o doe da amezeien an Alemanned er c'hreisteiz, ar Franked en naternoz hag an Huned er reter. Implijet e voe ar Vurgonded gant ar galloud roman evit difenn harzou an Impalaeriezh ha stourm ouzh poblou german all.

Adalek ar mare-se en em droas pennou bras ar Vurgonded davet ar gristeniezh katolik , hogen ar bobl a viras he c’hredennou, paganiezh ha kristeniezh Arius mesket. E 436 - 437 e rejont o mad eus diskar an Impalaeriezh roman evit sevel enep ar Romaned.
Dindan ren o roue Gundahar , pe Gundicar, e voe aloubet douarou nevez ganto war ribl kleiz ar Roen, e Gallia Belgica , a voe lezet ganto gant ar Romaned goude-se. Daoust ma veze sellet outo c’hoazh evel ur bobl gevredet ( foederati ), e voe torret an emglev etrezo hag ar Romaned p’en em savas ar Vurgonded, gant Gundahar en o fenn, ouzh an Impalaeriezh. Gant Aetius , penn milourel ar Romaned, e voe galvet an Huned da zont war sikour an Impalaeriezh. Faezhet e voe ar Vurgonded en ur brezel ma vije bet lazhet 20 000 anezho hag en o zouez ar roue Gundahar, a zo Gunther e gwerz-veur an Nibelungenlied ( 1203 - 1025 ). Spontet e voe ar Vurgonded ha sujan a reas lod anezho da roue an Huned, Attila , evit mont da vevan a-gevret ganto e Pannonia . Ar re all a voe kendeuzet en arme ar Romaned ha lezet e voent d’en em stalian e Savoia (anvet Sapaudia d’ar mare-hont ha brasoc’h eget Savoia breman).

Eno e savjont ur rouantelezh anvet Burgondia , adalek 443 , en-dro d’o c’her-benn Geneva . Klask a rejont brasaat o rouantelezh, war-du ar c'hreisteiz ha war-zu ar c’hornog. Skoazell a zegasjont d’an Impalaeriezh roman, a-gevret gant poblou german all evel ar Wizigoted, en he stourm a-enep Huned Attila.

Brezelian a rejont a-enep ar Franked e derou ar VI vet kantved . E 534 e voe aloubet o bro ganto ha staget ouzh rouantelezh frank bugale Hlodwig Ian , ar Veroveed .

An envor eus rouantelezh ar Vurgonded a chomas bev e-pad pell avat, hag un emskiant krenv a roas d’o diskennidi, a-hed meur a gantved, pa oa enebiezh etre rouaned Bro-C’hall ha duged Bourgogn .

Bourgogn breman a zalc’h anv ar rouantelezh-hont, daoust m’eo dishenvel o bevennou.

Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]