한국   대만   중국   일본 
Broadelouriezh - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Broadelouriezh

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-man ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuin.
Gallout a rit skoazellan Wikipedia dre glokaat anezhan
O trein ar pennad-man emeur
→ Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh ar bajenn gaozeal  ; evit kenderc'hel da drein klikit war kemman ha kendalc'hit da lakaat e brezhoneg al lodennou chomet en ur yezh all.
Arvar zo diwar-benn neptuegezh ar pennad-man
ha n'eo ket savet diouzh un holloueziadur
.
Kit da welet ar gaozeadenn

Broadelouriezh [1] zo un ideologiezh aet war wel e dibenn an XVIII vet kantved hag e derou an XIXvet kantved  : ar vroudelourion en em laka da izili eus ur vroad , a laka ar vroad-se da benntalvezout, hag a lavar c'hoantaat stourm eviti.

Lod broadelouroen a gav gwelloc'h ober dave d'an dud a zo kar dezho dre o gwad , hag ar re a ra dave d'an dud a zo ganet war douar ar memes Stad hag int.

Meur a seurt broadelouriezh zo.

  • Hini ar poblou hep Stad ha hini ar Stadou : Euskariz ha Gallaoued , da skouer.
  • Hini an dieubin ha hini an aloubin  : Ukrainiz ha Rused , da skouer/
  • An hini a vez embannet he lorc'h hag an hini a vez kuzhet evel un dra vezhus : Gallaoued ha Bretoned, da skouer.

Orinou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ganedigezh ar vroadelouriezh vodern [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pan eo bet an natio , ur ger latin , un termen implijet ha troet a-dreuz ar c'hantvedou evit termenin poblou pe veuriadou pe strollou tud liesseurt, ne weler ket un elfennadur politikel ha gwirael a-raok Kantved ar Sklerijenn , an XVIII vet kantved. Gant ar bredourien ha politikourien gall eo bet embannet e oa sujidi roue Bro-C'hall, keodeded ur vroad, ar Vroad C'hall. Dic'hallus avat voe ket mirout ar roue hag ar vroad asambles ken : goude ma voe bet nullet an unpenniezh e voe ret termenin piv a oa gwir brogarour hag enebour ar Vroad (unpennelourien, Chouaned , trafikerien, hag all).

Ar vroadelouriezh vreizhat [ kemman | kemman ar vammenn ]

Meur a ster zo d'ar vroadelouriezh vreizhat.

  • Ar voadelouriezh en ur ster strizh, da lavarout eo ar strolladou a lavar bezan a-du gant ar vroadelouriezh.
  • Ar vroadelouriezh en ur ster ledan, a vod an holl strolladou politikel diazezet e Breizh, a zifenn harzou istorel Breizh ha yezh ha sevenadur Breizh.
  • Ar vroadelouriezh en ur ster ledanoc'h c'hoazh, a vod ar strolladou sevenadurel hag an aozaduriou a labour war dachenn Breizh hepken pe evit ar brezhoneg dreist-holl. Evel-se e vez lakaet Diwan hag Ofis ar Brezhoneg (ha meur a aozadur all da-heul) da vroadelourien gant ar republikanourion , evit diskar o brud da gentan, hag evit lakaat ar Stad c'hall da enebin outo da c'houde. N'eus tost da zen ebet e Breizh avat o vagan kasoni ouzh nep bro all ebet, ha pa vefe Bro-C'hall. Brogarantez a vez maget gant ar vroadelourion vreizhat peurliesan, a zo e brobagrourion e gwirionez.

Ar vrogarantez eo ar garantez a vag an den ouzh e vro, ar vroadelouriezh eo ar gasoni a vag ouzh ar broiou all. a lavaras Charles de Gaulle ( Daveou a vank ) . Evel-just n'eo ket sell ur Breizhad an hini eo.

Pennadou kar [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Diwar bro + -ad + el + -our + -iezh .