한국   대만   중국   일본 
Brezel etre Ukraina ha Rusia - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Brezel etre Ukraina ha Rusia

Eus Wikipedia
Brezel etre Ukraina ha Rusia
brezel
Rann eus bec'hiou goude soviedel , brezel yen nevez   Kemmañ
Arvez darempredou Rusia-Ukraina   Kemmañ
Stad Ukraina , Rusia , Belarus , Republik Pobl Donetsk , Republik Pobl Louhansk   Kemmañ
Lec'h Mor Azov , Oblast Rostov , Ukraina , Krimea   Kemmañ
Raklec'hiet gant kendestenn istorel ar reuz a-du Rusia en Ukraina e 2014 , Euromaidan   Kemmañ
Deiziad 21. century   Kemmañ
Deiziad kregin 20 C'hwe 2014   Kemmañ
Darvoud-alc'hwez stagadur Krimea ouzh Rusia e 2014 , emgleviou Minsk   Kemmañ
Prantad istor Ukraina abaoe 1991 , Rusia dindan renerezh Vladimir Poutin   Kemmañ
Abeg pennan dispac’h an Dinentez , trevadennerezh rusian , astennerezh an AFNA war-zu ar reter , Freuzadenn an Unaniezh Soviedel   Kemmañ
Efed international sanctions during the Russo-Ukrainian War , brezel iliz etre Rusia hag Ukraina , 2022 annexation referendums in Russian-occupied Ukraine , list of foreign aid to Ukraine during the Russo-Ukrainian War   Kemmañ
Hashtag UkraineWar   Kemmañ
Roll elfennou Listenn ar gazetennerien bet lazhet e-kerzh ar Brezel etre Ukraina ha Rusia   Kemmañ

Brezel etre Ukraina ha Rusia zo abaoe miz C'hwevrer 2014. Ouzhpenn nerzhiou lu Rusia e vez lod disrannerien a-du ganto o kemer perzh er stourm. Kroget e oa ar bec'h gant Rusia dres goude Reveulzi Maidan . Tabut zo diwar-benn statud rannvroiou Krimea ha Donbas , e su ha mervent Ukraina. Ar re-se zo anavezet evel lodennou eus Ukraina gant ar braz eus stadou ar bed ha gant an aozaduriou etrebroadel. Aloubet e oa bet Krimea gant Rusia, ha goude-se e oa kroget ar brezel e Donbas etre disrannerien, harpet gant Kevredad Rusia, ha nerzhiou lu Ukraina. A bep seurt doareou stourm zo bet, evel emgannou war vor, siberbrezel... Ar brezel zo bet o vont war washaat e 2021, ar Rusianed a oa krog da arman an harzou tro-dro Ukraina. D'ar 24 a viz C'hwevrer 2022, ar brezel a oa bet gwashaet c'hoazh pa oa bet aloubet ul lodenn eus Ukraina gant nerzhiou lu Rusia .

Enepargadennou ukrainat a zo bet e su ha biz ar vro o adtapout douarou abaoe miz Eost. E fin miz Gwengolo Rusia a embanne e oa staget ouzh ar c'hevread an tiriadou damm-aloubet e su ha reter Ukraina. Ne oa ket bet degemeret mat gant darn broiou ar bed. Ar brezel zo mammenn ar gwasan grizenn a-fed divroidi abaoe fin an Eil Brezel-bed . Ouzhpenn-se ar c'hollou trevour a zo uhel betek dek milierou a dud lazhet.

Kenarroud goude URSS ha Reveulzi oranjez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur wech roet lamm d'an URSS e 1991, Ukraina ha Rusia a oa chomet tost ha liammet don.

Brezel en Donbas 2014?2015 [ kemman | kemman ar vammenn ]

5 a viz Mae 2015, dibunadeg unveziou stourm Republik Donetsk .

Ar c'hentan emsavadegou a oa bet dre su ha reter Ukraina a-enep ar gouarnamant nevez. D'ar mare-se, Rusia ne rae ket kalz traou nemet harpan ar vanifesterien dre gomz. Gant an amzer o tremen e oa bet implijet an digarez-se evit kas un argadenn bolitikel ha milourel war Ukraina. Vladimir Poutin en doa harpet an disrannourien en ur ober eus an Donbas ul lodenn eus "Rusia Nevez" ( Novorossiya ), hag ouzhpenn-se en devoa embannet douetans war penaos e oa en em gavet ar rannvro en Ukraina.

Adalek 2021, Rusia he devoa kendalc'het da ouzhpennan unveziou-stourm tro-dro da Ukraina, betek tizhout 30 000?40 000 soudard.

Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022 [ kemman | kemman ar vammenn ]

E miz C'hwevrer 2022 , goude miziou tenn etre Rusia, Ukraina ha broiou ar c'hornog e voe lanset, un oberenn vilourel ispisial hervez geriou pennou bras Rusia evit chench gouarnamant Ukraina, aloubin tiriadou zo eus ar vro ha stagan anezho ouzh Kevredad Rusia ha brasaat tachenn Republikou Pobl Donetsk ha Louhansk . E miz Gwengolo e chome Rusia oc'h ober brezel c'hoazh goude m'he doa c'hwitet e rannvro Kyiv hag e oa arme Ukraina oc'h enep-argadin kostez C'harkiv ha C'herson .

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Sellet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pennadou kar [ kemman | kemman ar vammenn ]