한국   대만   중국   일본 
Brezel diabarzh Iwerzhon - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Brezel diabarzh Iwerzhon

Eus Wikipedia
Skrid an Emglev Iwerzhonat-Saoz
Ar Four Courts war ribl ar ster River Liffey . Ar savadur a oa bet aloubet gant nerzhiou enebet d'ar skrid-emglev e-pad ar Brezel diabarzh, an arme vroadel a ganolias al lec'h betek kadianidigezh ar rebelled. Diellou broadel Iwerzhon a oa er savadur a voe devet. En desped da vezan bet dammzistrujet ar savadur a voe adnevezet goude ar brezel.

Brezel diabarzh Iwerzhon ( iwerzhoneg : Cogadh Cathartha na hEireann ; saozneg: Irish Civil War ) a zo ur brezel diabarzh hag a badas eus an 28 a viz Mezheven 1922 betek ar 24 a viz Mae 1923 . Daou duad broadelourien eus Iwerzhon , bet o stourm a-enep ar Saozon evit dieubidigezh o bro, a oa oc'h en em gannan da heul ar feur-emglev saoz-hag-iwerzhonat a lakae war-sav ur "Stad dieub" a chome un dominion eus Impalaeriezh Breizh-Veur hag ar re a nac'he ar feur-emglev-se. Gouarnamant da c'hortoz Iwerzhon a oa a-du gant ar feur-emglev tra ma oa ar republikaned a-enep, chomet feal d'ar Republik embannet da-genver Emsavadeg Pask 1916. Dont a rae ar Brezel diabarzh da heul Brezel dieubin Iwerzhon a oa deuet a-benn da lakaat gouarnamant Londrez da blegan. Gounezet e voe ar brezel diabarzh gant gouarnamant ar stad dieub war ar republikaned, dre ma oant bet harpet gant ar Saozon a roe armou dezho. Muioc'h a dud lazhet a voe e-kerzh ar brezel diabarzh eget e-kerzh ar brezel dieubin, ha manet eo rannet ar gevredigezh war-lerc'h e-pad pell. Da skouer an daou strollad politikel pennan eus ar vro, ar Fianna Fail hag ar Fianna Gael a zo diskennidi eus an daou duad.

Prizonidi eus an IRA ambrouget gant soudarded an National Army